I.
H.g.
1. [1499, 1659, 1850, 1931] Trouz bras graet gant mouezhioù tud o komz kreñv.
C'hoarzh ha skrign, ha garm, ha youc'h, na baouezent ket gant o safar. Petra eo ar safar-se a glevan ?
DHS. chalami, cholori, jabadao, talabao, tourni, tousmac'h.
&
Trl. (en e stumm lies)
Safaroù ar bed : reuzioù pemdeziek an dud, enebet ouzh buhez didrouz ar re zo en em dennet evit gouestlañ o buhez da Zoue.
DHS. chastr.
&
Kas safar : ober trouz en ur gomz kreñv.
&
Kaout safar ouzh ub. : komz outañ.
2. Dre heveleb.
[1732, 1850] Trouz.
Mezevellet e oa gant safar an emgann. Helebini zo gant ar c'hanolioù da c'houzout piv anezho a ray ar muiañ a safar. Bez' ec'h istiman ar peoc'h dreist ar safar.
DHS. reuz.
HS. todion, tourni.
3. Trubuilh.
Me n'em eus ket da soursial ouzh kement a draoù a ro safar d'an dud.
&
Kemer safar : kemer tregas.
Arabat kemer re a nec'h hag a safar er bed-mañ.
II.
G., Dre ast.
Doare yezh a reer ganti e meteier zo.
Kemer ar c'hrad, e safar an noterien, zo lakaat notennoù war baper evit derc'hel soñj eus ar pezh zo da lakaat er gevrat. Hervez e safar n'eo ket genidik eus ar vro.
DHS. luc'haj.
HS. lavar.
Daveenn :
BROU
p. 417 (bruit ; en Cornouaille il signifie proprement : Parole)
safar
1931
Daveenn :
VALL
pg bouhaha
An Nasion, e Gall, / Ne aotreo biken nep lavar na yezh all ; / Arabat, 'n ho safar, kenderc'hel d’iriennañ : / Rak gwashoc'h a damall ' ve deoc’h en em dennañ.
An Nasion, e Gall, / Ne aotreo biken nep lavar na yez-all ; / Arabat, 'n ho savar, kenderc'hel d’irienna : / Rak gwasoc'h a damall ' ve deoc’h en em denna.
1960
Daveenn :
PETO
p49
Un dirouestl d'ar gudenn am eus kavet 'velkent : / Ur pezh ofiser gall, e penn e c'hamached, / Du-se, war-zu ar vourc'h, 'oa o tont gant an hent / Ha setu, diwar e varc'h, pezh en deus ragachet / En e safar iskis a zisplegas din reizh / Unan eus e baotred ginidik a Vreizh.
Eun dirouestl d'ar gudenn am eus kavet 'velkent : / Eur pez ofiser gall, e penn e c'hamached, / Du-ze, war-zu ar vourc'h, ' oa o tont gant an hent / Ha setu, diwar e varc'h, pez en deus ragachet / En e savar iskis a zisplegas din reiz / Unan eus e baotred ginidik a Vreiz.