Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo lakaet war e hed. An doubier wenn astennet. & (db. an dud hag al loened) Gourvezet. Korf Izold astennet e-kichen hini Tristan. Ki ar presbital a oa astennet a-hed e gorf. 2. Dre ast. Zo lakaet muioc'h a hed dezhañ, zo hiraet e hed. Abaoe deiz kentañ ar bloaz eo astennet an deiz da vat. 3. (gant un ar. a empleg un durc'hadur) Zo troet war-du ub., udb. Daouarn kropet astennet war-du ar flammoù. Divrec'h digor astennet war-du ur gazeg.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

astennet

1499
Daveenn : LVBCA p29 (estanduz)

astennet

1732
Daveenn : GReg pg diffus (use)

ur marc'h astennet mat

1732
Daveenn : GReg pg allonger

astennet

1732
Daveenn : GReg pg diffus (use)

Tizhet mat e oa d’he zro an "arme noar" ; n’oa ket chomet unan hepken en e sav : astennet oant holl war an hent, marv-mik.

1877
Daveenn : EKG.I. p.203

Diouc’h an noz, e-pad ma veze ar "garde-koted" oc’h evañ banneoù, pe astennet en tu pe du oc’h uzañ ar banneoù o deveze evet, ez aent sioul eus o ziez evit mont, pep hini gant e dud, da gaout e vag.

1877
Daveenn : EKG.I. p.98

Abalamour da se, en em gavet e-kichen an treuzoù, e tistroas truezus war-zu ar penn uhelañ da sellet ur wech c’hoazh da vihanañ ouc’h Anna Roue, astennet war barlenn Janed ar Go, hag e chomas ur pennad mantret ha dilavar : Gwiskañ a reas liv ar marv ; krediñ a raed edo, eñ ivez, o vont da gaout ur fallaenn.

1878
Daveenn : EKG.II p.76-77

O tarc’haouiñ e zaou zorn en un taol e skoas ar roue kozh en o c’hilpenn Mandonios ha Tautamos hag o stlapas war ruilh an eil a-zehou, egile a-gleiz gant kement a nerzh ma voe damfreget ganto moger al logell ha ma chomjont astennet war an douar badaouet-holl.

1923
Daveenn : SKET p.103-104

Dic’houest da ren ha da luskañ o lestrig, mantret-holl, e vanjont diloc’h, helmoet o daouilin en o barlenn, o elgez war balv o daouarn, o sellout gwech ar mor, gwech an neñv, gwech all o c’hoar astennet ouzh o zreid.

1923
Daveenn : SKET p.109

Strizh ez eas he c’halon enni p’o gwelas astennet e-harz an oaled, disliv, dilavar, kridiennet, beuzet o c’halon en ur mor a geuz, diegus d’emskeudenniñ ar pezh a oa digouezhet ha muioc’h c’hoazh ar pezh a zigouezhje, gant leun e oa o ene a enkrez hag a vraouac’h dre m’o doa gwallc’hraet ouzh an daou zoue galloudusañ a zo : Perc’henn ar Vuhez ha Perc’henn ar Gouloù.

1923
Daveenn : SKET p.107

En diskenn gra ar C’horve, a-raok erruout gant ar pont, e weljont ur c’hazh du, du-pod, astennet en disheol war ar c’hleuz, dindan ur bod lann.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.945 (Mae 1924)

Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897-898 (Miz Ebrel 1924)

Jojo a chomas da sellet ouzh ki ar presbital (Pipi, anavezout a rit anezhañ), astennet a-hed e gorf evel ul lañjore war dreujoù an nor, beg e lost un tammig gantañ en diavaez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

E porzh ar bagoù, div c’hober hag un toullad bagoù pesketa : bras ha bihan, astennet int war an traezh, o c’hortoz ar mor da zont d’o zihuniñ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

E-pad m'edon astennet war va gourvezenn, n'hellen ket en em virout da gounañ em bro gozh Breizh-Izel, em nesañted hag em c'hariaded.

1929
Daveenn : SVBV p.13

Dirazon e rede, lerc'h-ouzh-lerc'h, kroazhentoù hirfustek o c'hweleviñ [evit weleviñ] en un doare mantrus, hag astennet ganto o divrec'h du, hir ha treut war bep a bevar riboul evel p'o defe c'hoant da virout ouzh ar pevar red-avel da dremen hebiou dezho.

1929
Daveenn : SVBV p.16

astennet

1931
Daveenn : VALL pg augmenté

Tremen a rejont an eil penn-nozvezh en ur vanell distro, e-harz moger izel ul liorzh, gourvezet en ur gichen evel daou bried, war ul lienenn delt astennet war al leur, goloet pep hini gant e ballenn, hag o sac'h-soudard ganto e-giz goubenner.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Graet e vez Mor Keltiat (pe Mor Kelt) gant Le Danois hag e genlabourerion eus ar mor a zo astennet dirak ar broioù kelt : Iwerzhon, Kembre, Kernev-Veur ha Breizh, betek torrod-meur an Douar-Bras.

1943
Daveenn : TNKN p32

E berr amzer, Job a dennas e choug eus al l[ê]renn hag, un taol penn e-kreiz e figur, setu astennet ar marichal reuzeudik war an douar.

1944
Daveenn : ATST p.122

Pa oan astennet, ma fenn dindan al liñsel en em lakais da ouelañ, gant ar c'heuz da'r gêr ha da'm zud.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

Kousket a reomp war hor golc'hedoù astennet war strad ar vag ; dindan an oabl steredennet, rak n'eus goudor ebet er vag-mañ, ha ne vez ket ezhomm kennebeut d'ar mare-bloaz-mañ.

1985
Daveenn : DGBD p34

Ur gwir nozvezh a viz Meurzh e oa, avelet ha yen. Morlivet e oa al loar astennet a-c'hwen he c'hein, evel ma vije bet bountet gant an avel.

2012
Daveenn : DJHMH p.61

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial