astenn
astennet
astenn termen
astenn
astenn
Pa wele ar soudarded oc’h en em erbediñ outo, war bennoù e zaoulin, bizaj ur manac’h kozh, roufennet e zremm gant an daeloù, gwennet e benn gant aon rak an ifern, kaledet e groc’hen gant ar binijenn. el lec’h astenn dezhañ o dorn, e tarc’haouent warnezhañ taolioù kros-fuzuilh ker kalet ha ker pounner, ma vruzunent outañ e benn, ha ma sklapent e empenn ouc’h ar mogerioù a-dro-war-dro.
Hervez hengounioù ar Goraleted, an Danuvios gwechall, e lec’h en em zinaouiñ evel hiziv e mor ar Sav-heol, en dije en em daolet en ul lenn ec’hon-ec’hon (2) oc’h en em astenn war ar c’hompezennoù ma vev enno hiziv ar Goraleted hag ar Vastarned (3), hag ar pobloù trec’het ganto, da lavarout eo ar C’heted, an Daked hag ar meuriadoù all eus poblad an Draked.
Ha, dizoaniet, an teir flac’h en em astenn en-dro d’an tan hag a gousk ken na baro an deiz.
Tra pe dra en dije atav da ober er bagoù : teuler dour eus luseo ar vag vras gant ar skop ; lakaat ar gouelioù, ar skoudoù, an drisoù da sec’hañ ; lardañ ar wern, ar stae, ar poleoù, astenn ar fard war ar bili evit o disgweañ ; divailhañ an drag pe ar sein evit o dresañ ; koltari, livañ ar vag vihan pe an hini vras.
astenn arc'hant
astennet
en em astenn
astenn a ra an deiz
astenn
N'emañ ket an eil izeloc'h eget kevrennoù izelañ gourvazenn an Douar-Bras hag en em astenn dre vras [dre-vras] betek keitdonder 200 m. pe 100 fathom.
— « Piv a yelo a-raok ? » Den ne astenne e fri. Mont a rejont betek an ti, asambles, goustad. Tok ! tok !
Kaset he devoa beg he bizied mistr divaneget d'he muzelloù, hag o astennet davetañ goude-se, prim.
Trec'h eo gwrez ar vaouez d'e ziantegezh. Emañ o vont da astenn e zaouarn davet ar furmoù mezvus.
Astenn a ra he diweuz lipous davet genou ar breur Arturo : « Querido ! » emezi, ha n'eo ket ar breur Arturo evit tec'hout.
Met evel ma oa bet gwall verr hor pennadoù kousk abaoe un nebeud nozvezhioù e kavjomp gwell mont da astenn etre hol liñserioù.
War-dro unnek eur eo hepken e c'heller gwelout an dud o tiboukañ hag o tont da astenn o azezennoù en disheol evit arvestiñ ouzh ar mor.
Poent e oa bremañ debriñ un dra bennak d'e goan, unnek eur anezhi, ha mont da astenn evit kaout repoz diwar skuizhderioù an dreizhadenn.
Kerkent ha ma welas an Ao.Utterson e lammas diwar e gador-vrec'h, e zaou zorn astennet davetañ d'e gevarc'hiñ.
[...] astenn a reont dirak an tourterien, kregiñ a reont da vastarañ ar panelloù bruderezh...
Brav eo d'an holl stourmerien derc'hel soñj deus ar frazenn pe deus ar frazennoù pouezusañ da lâret betek gouzout e vefe astennet ur mikro dirak o fri.
"Nestor Seftelis, Aotrou komiser," a lavar an den e-kreiz daou oad en ur astenn din e zorn.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
astenn