Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. yec'hed an dud) Stad ub. zo aet sempl e gorf. Tri bloaz eo bet war he gwele gant ar sempladurezh. Un taol sempladurezh : ur fallaenn. & Trl. Kouezhañ e sempladurezh : kaout ur fallaenn. 2. Diouer a youl. Meur a hini o doa bet ar sempladurezh da nac'h o feiz. Pegen bras eo hor sempladurezh. 3. (db. an traoù) Si zo en udb. hag a laka da vezañ bresk. Mar ne sellit nemet ouzh ul lagadenn eus ar chadenn ne welot ket e pe lec'h emañ he nerzh nage pe lec'h emañ he sempladurezh.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

sempladurezh

1732
Daveenn : GReg pg foiblesse (debilité), fragilité (Fragilité, faiblesse.), faiblesse (Fragilité du corps.), faiblesse (Fragilité de la chair.)

sempladurezh

1850
Daveenn : GON.II pg sempladurez

Ha, pa guzulien Esumopas, an drouiz en deus diskuliet din an danevell-mañ, pa c’houlennen outañ ha na vije ket a dermen da boan an div c’hoar gablus, e respontas o doa Kadra ha Daga, dre zievezh ha sempladurezh, torret an div Lezenn [b]ennañ e bed an dud hag an doueed, da lavarout eo al Lezenn o tifenn ouzh merc’hed ar Ouenn glan ha kaer ha santel dreist d’ar re all en em lezel da vezañ saotret gant gwazed ar gouennoù all, hag al Lezenn o c’hourc’hemenn d’ar merc’hed gouestlet d’an Heol dioueriñ pep karantez douarel ha mirout dinamm o gwerc’hded diouzh skouer an nav merc’h skedus eus an Neñv, merc’hed Belenos ; gant-se, n’en dije ar c’hastiz anezho termen all ebet nemet fin ar bed ha marv an dud hag an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.116

Gant an amzer e teuis da hardishaat ha da welout pelec'h e oa sempladurezh ma c'henseurted taol.

1944
Daveenn : EURW.1 p83

Rak, ni, an Dibabidi, ne veritomp ket hon enor. N'omp netra nemet uloc'h ha sempladurezh. Netra ne gont nemet an Aotrou hag E c'hras...

1949
Daveenn : SIZH p.61

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial