V.g.
Koll ar vestroni eus e gorf, eus e skiantoù, da heul ur gwanadur yec'hed.
Gant ar spont e semplas. Semplañ en deus graet.
[1878] Va daoulagad a drelle, va divesker a horjelle, edon o vont da semplañ...
&
Trl.
Semplañ d'an douar : kouezhañ d'an douar da heul ur fallaenn.
Pa glevas ar c'heloù-se, ha hi semplañ d'an douar.
HS. fatañ, fatikañ, vaganiñ.
ES. difallañ, difatañ, disemplañ, divadaouiñ.
Daveenn :
GReg
pg (tomber en) défaillance (en pamoison)
sempliñ
sempleiñ
1732
Daveenn :
GReg
pg (tomber en) défaillance (en pamoison)
semplañ
sempla
1850
Daveenn :
GON.II
pg sempla
semplet
1850
Daveenn :
GON.II
pg sempla
semplañ a ra alies
sempla a ra aliez
1850
Daveenn :
GON.II
pg sempla
Katell Eukat a yoa bev c’hoazh pa deuas an Aotrou Krenn eus e fallaenn, rak en ur gouezhañ er puñs e oa semplet, ha n’eo ket souezh : ur gwall-lamm e oa ivez hennezh, kouezhañ war ar penn en ur puñs don ; meur a hini a vije semplet evit nebeutoc’h.
Katel Eukat a ioa beo c’hoaz pa deuaz an Aoutrou Cren euz he fallaen, rak en eur goueza er puns oa semplet, ha ne ket souez : eur goall-lamm oa ive hennez, koueza var ar penn en eur puns doun ; meur a hini a viche semplet evit nebeutoc’h.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.84
Va daoulagad a drelle, va divesker a horjelle, edon o vont da semplañ...
Va daoulagad a drelle, va divesker a horjelle, edon o vont da zempla...
1878
Daveenn :
EKG.II
p.47
ken na vennis semplañ
ken na vennis sempla
1909
Daveenn :
BROU
p. 398 (penser : je ne l'ai entendu qu'au sens de penser, c'est-à-dire faillir faire quelque chose : ken na vennis sempla, tellement que je pensais m'évanouir)
Darbet eo bet dezhañ semplañ, an dreujenn-gaol a gouezhas eus e zorn.
Darbet eo bet d’ean sempla, an dreujenn gôl a goueas eus e zorn.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)
P’he deus bet ar vamm gwelet he faotrezig er stad-se, darbet eo bet dezhi bezañ semplet.
P’he deus bet ar vamm gwelet he fôtrezig er stad-ze, darbet eo bet d’ei bea semplet.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.119
« Salud ! paotred, » a lavaras dezho ar marichal faro. Lom a oa bet darbet dezhañ semplañ.
1944
Daveenn :
ATST
p.121
Deomp, Aotrou Jezuz, roit nerzh 'N Ho kloazioù da gemerout perzh. Grit ma ne semplo ket hor feiz, Ma 'z aimp d'Ho kwelout holl un deiz.
Deomp, Aotrou Jezuz, roit nerz 'N Ho kloaziou da gemerout perz. Grit ma ne semplo ket hor feiz, Ma 'z aimp d'Ho kwelout holl eun deiz.
1960
Daveenn :
PETO
p26
Ken euzhus e oa ar pezh a wele hag a gleve ar vatezh, ma semplas. Div eur beure e oa pa zifatas.