Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Paotr pe blac'h a vev gant ur paotr pe ur plac'h all hep bezañ dimezet gantañ, ganti. 2. Paotr pe blac'h o devez darempredoù rev ingal gant ur paotr pe ur plac'h all ha na vefe ket o fried. Goude ober al lez dezhi e-pad c'hwec'h miz e oa deuet da vezañ e serc'h. Kemer serc'hed. HS. dous, karedig. II. A-wechoù, dre zismeg (db. ar merc'hed hepken) Plac'h douget da vont gant ar baotred.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

serc'h

1499
Daveenn : LVBCA p181

serc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg putain

serc'hed

1732
Daveenn : GReg pg concubine

serc'h

1732
Daveenn : GReg pg concubinaire (qui entretient une femme pour ses plaisirs deshonnêtes), concubine

serc'hoù

1732
Daveenn : GReg pg concubinaire, concubine

serc'haoù

1732
Daveenn : GReg pg concubinaire, concubine

serc'hoù

1732
Daveenn : GReg pg concubine

serc'hed

1850
Daveenn : GON.II pg serc'h (concubinaire, celui qui entretient une concubine. concubine, celle qui vit avec un homme, comme si elle était sa femme. Pl. "serc'hed" ou "serc'ho").

serc'h

1850
Daveenn : GON.II pg gast, pg serc'h (concubinaire, celui qui entretient une concubine. concubine, celle qui vit avec un homme, comme si elle était sa femme).

serc'hoù

1850
Daveenn : GON.II pg serc'h (concubinaire, celui qui entretient une concubine. concubine, celle qui vit avec un homme, comme si elle était sa femme. Pl. "serc'hed" ou "serc'ho").

serc’h gg.

1923
Daveenn : SKET p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Concubine".

Ar wazed anezho, ma ne voe ket d’ar rummad kentañ, d’an eil pe d’an trede e voe da vihanañ, a ankounac’heas ar peb endalc’husañ eus al Lezenn hag, estreget o fried reizh, e teuas da voaz dezho kemerout serc’hed a-douez merc’hed ar gouennoù-tud trec’het.

1923
Daveenn : SKET p.89

— Ar plac’h n’ouzer ket piv eo : e wreg ? e serc’h ?… Anez [dezhi], Koatanlem a vije bet bac’het.

1925
Daveenn : BILZ2 p.131

Ardoù war ardoù, Vanitas vanitatum, eme ar roue Salomon na rae ket kement-all a charre gant e holl Wragez "Seizh-kant priñsez ha tri-c'hant serc'h" gouez d'ar Skritur-Sakr.

1954
Daveenn : VAZA p.150

N’en devoa na bugel da vagañ ha da skoliata, na gwreg, na serc’h (evit din da c’houzout !) da sikour anezhañ da zebriñ e leve.

1955
Daveenn : VBRU p.15

Aotrou person, n'on ket ur serc'h.

1960
Daveenn : PETO p61

Notennoù studi

Ur ger eus Bro-Dreger eo "serc'h" hervez ar Gonideg (GON.II).

Ofis publik ar brezhoneg