I.
1. (en tiez)
Korzenn mañsonet a sav moged tan an oaled enni.
Sevel a ra ar moged dre ar siminal. Krog eo an tan er siminal. Sachañ a ra ar siminal : Skarzhañ mat a ra ar moged. Sach ar siminal.
&
Barlenn ar siminal, ar varlenn siminal : gorre ur vantell siminal.
&
Beg ar siminal : lodenn ar siminal a sav a-uc'h toenn un ti, ur greanti.
&
Mantell ar siminal, ar vantell siminal : pezh prenn pe vaen a gemer harp war an daou viz pe war ar skourjezoù hag a zalc'h an dumenn.
&
Toull ar siminal, an toull siminal : diabarzh ar siminal.
&
Tumenn ar siminal : lodenn draoñ eus ar siminal zo dalc'het gant ar vantell.
&
Divogediñ, riñsañ, skarzhañ ar siminal : tennañ an huzil a-ziwar ar speurennoù anezhañ.
2. Trl. kv.
Du evel ur siminal, huzil ar siminal, fons ar siminal : du-tre.
&
Trl. skeud.
Bezañ moged kamm o sevel a-zioc'h siminal ub. : bezañ dogan.
Hemañ a sav moged kamm a-zioc'h e siminal.
&
Dibaot siminal a voged hep na ve tan en oaled.
3. Savadenn uhel a vez skarzhet drezi moged, gazoù ur greanti, ur greizenn kenderc'hiñ tredan, h.a.
4. (e-bourzh ar bigi-dre-dan bras)
Korzenn ledan a dalvez da skarzhañ moged ha gazoù ar c'hefluskerioù.
[1954] Diouzhtu e c’hourc’hemennas an admiral skarañ ken ma foeltrje war-du Dakar, ha kement a herr e oa war al lestr ma weled noz-deiz an tan o flamminañ a-us d’e siminalioù.
II.
1. Ent strizh
Beg ar siminal.
Mogediñ, divogediñ a ra ar siminal.
&
Trl.
Leuskel a ra ar siminal diwarnañ : divogediñ a ra.
2. Dre ast.
Hollad an oaled, an dumenn hag ar siminal end-eeun.
Lakaet em eus sevel ur siminal du-mañ.
Dibaot siminal a voged / Anez ma vez tan en oaled.
Dibaut ciminal a vogued / A-nèz ma véz tan èn oaled :
1732
Daveenn :
GReg
pg fumée (Il n'y a point de fumée sans feu : phrase proverbiale.)
Mogediñ a ra ar siminal-mañ.
Moguedi a ra ar ciminal-mâ.
1732
Daveenn :
GReg
pg fumer (Cette cheminée fume, la fumée rentre dans la chambre.)
Mogedus eo ar siminal-mañ.
Moguedus eo ar ciminal-mañ.
1732
Daveenn :
GReg
pg fumer (Cette cheminée fume, la fumée rentre dans la chambre.)
Ned eo ket goude lein, divogediñ a ra c'hoazh ar siminal.
Ne de qet goude lein, divoguedi a ra c'hoaz ar ciminal.
1732
Daveenn :
GReg
pg fumer (On n'a pas dîné, la cheminée fume encore.)
krazunelloù ar siminal
crazunellou ar ciminal
1732
Daveenn :
GReg
pg barre(s de bois, ou de fer, qu'on met de travers dans la cheminée, pour soûtenir des atelles, à secher)
siminaloù
siminalou
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg siminal (cheminée, endroit où l'on fait le feu dans les maisons et où il y a un tuyau par où passe la fumée. cette partie du tuyau qui sort du toit. la partie de la cheminée qui avance dans la chambre. Pl.)
Divogediñ a ra ar siminal.
Divogédi a ra ar siminal.
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg siminal (la cheminée fume).
siminal
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg siminal (cheminée, endroit où l'on fait le feu dans les maisons et où il y a un tuyau par où passe la fumée. cette partie du tuyau qui sort du toit. la partie de la cheminée qui avance dans la chambre).
Da gentañ va fuzuilh he doa graet vad din, abalamour m’oa re frank ar siminal ; bremañ e ra droug abalamour m’eo re strizh ; ne c’hellomp ket mont hon-daou a du-ha-tu, va fuzuilh ha me.
Da genta va fuzil e doa great vad d’ign, abalamour m’oa re frank ar siminal ; breman e ra drouk abalamour m’eo re striz ; ne c’hellomp ket mont hon daou a du ha tu, va fuzil ha me.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.139
Setu-me evel un anduilhenn e siminal Bielon. Mes an anduilh a vez stag, ha me ne raen nemet riklañ a-damm-a-damm, rak ginou ar siminal a zo ledanoc’h eget e veg.
Setu me evel eun anduillen e siminal Bielon. Mez an anduill a vez stag, ha me ne rean nemed rikla a damm-a-damm, rak ginou ar siminal a zo ledannoc’h eged he vek.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.138
siminal
chemelan
1909
Daveenn :
BROU
p. 420 (cheminée)
Labezet oc’h-hu bet gant o livaj ken du hag huzil ar chiminal ?
Labeet oc’h-hu bet gant o livaj ken du hag huzil ar chiminal ?
1925
Daveenn :
BILZ2
p.112
Koshaet ar barner : bremañ ne dalveze dezhañ netra kement hag un tantad mat a dan war oaled e gambr, hag ur werennad flip en e gichen, war daolenn ar chiminal.
Kosaet ar barner : breman ne dalvee d’ean netra kement hag eun tantad mat a dan war oaled e gambr, hag eur werennad flip en e gichen, war daolenn ar chiminal.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.163
Mes ar voereb n’he doa ket taolet kont en un dra : ar sklerijenn, eus ar prenestr, a bare war boltred Herri. — Doue a bardono ! — en e stern bras, a-zioc’h mantell ar siminal. Ar poltred sklerijennet gwenn, a oa heñvel ouzh ur weledigezh e-barzh an ti teñval.
1944
Daveenn :
ATST
p.52
An diaoul kentañ. — « Hoc’h ene a zo du evel huzil ar siminal. »
1944
Daveenn :
ATST
p.56
Bleñchoù ha skolpoù dindan ar pod, ur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’hwezh an tan. Ken… poudoudoum ! Pêr a zo savet e gilhoù d’an nec’h e benn en traoñ, hag eñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den.
Bleñchou ha skolpou dindan ar pod, eur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’houez an tan. Ken… poudoudoum ! Per a zo savet e gilhou d’an nec’h e benn en traon, hag heñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den.
1950
Daveenn :
KBSA
p.68
Leur an ti a rae dimp evit c'hoarilec'h, kraou ar Mabig Jezuz a oa ur foeltrenn seminal, ha da c'hortoz o zro chom a rae ar rouanez hag all kuzhet en deñvalijenn dindan ar viñs.
1954
Daveenn :
VAZA
p.25
Diouzhtu e c’hourc’hemennas an admiral skarañ ken ma foeltrje war-du Dakar, ha kement a herr e oa war al lestr ma weled noz-deiz an tan o flamminañ a-us d’e siminalioù.
Diouzhtu e c’hourc’hemennas an admiral skarañ ken ma foeltrje war du Dakar, ha kement a herr e oa war al lestr ma weled noz deiz an tan o flamminañ a-us d’e siminalioù.