Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. 1. Lakaat e anv war ul lizher, un teuliad, un diell, h.a. Sinañ e traoñ ar bajenn. 2. Tr. SINAÑ UDB. GANT, DA UB. : e legadiñ dezhañ. Kontant e oa da reiñ dezhi ur yalc'had bep miz, gant ma sinfe gantañe di. Sinañ he holl danvez d'he niz. II. (dirak un av.) Ober sin (G.). Gwelet a reas anezhi o sinañ dezhi mont d'he c'haout. Sinañ dont da sikour.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

sinañ

1499
Daveenn : LVBCA p183 (signer)

sinañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg signer

sinañ ur re gant al lagad

1732
Daveenn : GReg pg cligner (quelqu'un, guigner, faire signe des yeux à quelqu'un)

sinet ur re gant ul lagad

1732
Daveenn : GReg pg cligner (quelqu'un, guigner, faire signe des yeux à quelqu'un)

sinañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sina

sinet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sina

sinet eo ar skrid ganto

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sina

— Petra ? C’hoant hoc’h eus da lavaret ne rit ket a fae war ar Republik ? Koulskoude, n’oc’h bet nemet ur wech hepken e ti-kêr, un dervezh m’oac’h bet lakaet da sinañ e oac’h hanvet maer ; abaoe n’oc’h ket bet war-dro. Ha n’eo ket an dra-se ober fae war ar Republik ?

1878
Daveenn : EKG.II p.65

sinañ da

1931
Daveenn : VALL pg assigner

Ar regennad brezhonek kentañ a voe moullet d'ar Sul 23 a viz Eost 1896, anvet e oa : KELOÙIOÙ, sinet e oa : UR SKOLAER a Sant-Charlez.

1944
Daveenn : EURW.1 p57

Bet int o klask korf Herri er stêr vras ; ar voereb a sino he zestamant evito ha goude… ya ! goude int a satanazo an ti evit ma varvo an hini gozh.

1944
Daveenn : ATST p.114

Ar skolaer, tamm-ha-tamm, a gemeras hardizhiegezh da sinañ e anv mat ; d'ar Sul 27 a viz Gwengolo e voe gwelet evit ar wech kentañ an anv F. JAFFRENNOU moullet war ur gazetenn ; ar paotr n'en doa nemet 17 vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p57

Perak chom pelloc'h da c'hinañ Pa 'z eo ret, koulskoude, sinañ ? Maer, ur bluenn din da skrivañ, Rak ne vennan hiroc'h strivañ.

1960
Daveenn : PETO p19

N'emaon ket krenn hep anaoudegezh war al lestr evelato; adkavout a ran eno, evit ober hent ganin, daou zouarour all hag am boa gwelet e Pariz pa oan bet eno o sinañ va c'hontrad labour.

1985
Daveenn : DGBD p10

Ur wech echu ho prantad goulennata e rank ar poliser moullañ prosez dre gomz an abadenn hag ober deoc'h e sinañ.

2015
Daveenn : DISENT p166

Sevel a ra trumm en he sav, digeriñ an nor ha mont er-maez a-lamm. Sinañ a ran da gKoula redek war he lerc'h.

2015
Daveenn : EHPEA p210

Skrivañ a ray pep tra hag e roy dit da destadur da sinañ.

2015
Daveenn : EHPEA p76

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial