sin
M. Petra eo sin an c'hristen ? D. Sin an groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hon Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? D. E ober a ran oz kas an dorn d'an penn ha d'an estomag, ha goude d'an skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en un lavaret : en hanv an Tad, ha'n Mab ha'n Spered santel. Amen.
Sin ar C'hristen eo sin ar Groaz hag a zle da ober pa sev [sav] ha pan a da gousket, pan a er-maez a'n ti, pan antre en Iliz, pand eo kestion a zibriñ, nag a evañ, pan komañser pidiñ Doue hag en komañsamant hon holl euvroù, pan en em gaver en un nesesite bennak, dañjer pe temptasion : o kas an dorn dehoù d'an tal, en ur lavaret : In nomine Patris; goude d'ar c'hof, en ur lavaret : Et filii; ha goude d'ar skoaz kleiz, hag er fin en hini dehoù, en ur lavaret : Et Spiritu Sancti, Amen.
sin
ur sin-lagad
sin vad
sin
An dud war an hent a welas ivez ar goulou. Ober a rejont sin ar groaz evit bezañ diwallet eus ur gwalleur bennak.
Ober a reas ar bederez ur pikol sin ar groaz a voe echu ganti dre ur pok d’he biz-meud, hervez giz Spagnoliz (…).
An diavaeziadez a rae ur pikol sin ar groaz, a boke, evel m'he doa graet, en deiz a-raok, d'he biz-meud, ha, neuze, da Grist he chapeled, ur chapeledig bihan e baterennoù koural flimin.
Talfasat a reas ar vaouez sin ar groaz.
Ha mar degouezhe da baotred Mari-Robin, an archerien, dont en arbenn dezhañ, goulenn a raent digantañ e baper kement hag abuziñ o amzer, ha goude ober sin da lenn e lavarent kuit a c'hoarzhin : - Eus ar c'hentañ, va den mat, derc'hit [sic] da vont, rak gwelout a reomp emañ pep tra ganeoc'h hervez al lezenn...
Kement-se a zo ur sin anat e veze da ober eno gant ar fourou, ar c'hozh c'hwibu bihan (Simulium damnosum) hag a zeu d'ho tagañ pa vez diskennet an heol, hag alies ivez pa chom goloet an oabl diouzh ar mintin.
Ne ouzon ket ha gwell eo din mallozhiñ pe ober sin ar groaz, evit ma tremeno mat pep tra.
Ma soñj kentañ eo daoust ha plijout a rafe din chom en ur burev o lakaat ma sin war bernoù paperajoù.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
sin