Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Adv. hag ag. I. Adv. 1. (db. ar glav) A gaouadoù kreñv. Ar glav a gouezhe a-stroñs. 2. (db. an dud pe an traoù) [1927] A-daol-trumm, en un doare dic'hortoz. Dihunet a-stroñs gant ur reuziad poan. Dont pinvidik a-stroñs. Kouezhet e oa a-stroñs. 3. [1850, 1927, 2013, 2015] A c'hoarvez e meur a daol, en un doare dizingal, rust ha feuls alies, hep steuñvekaat nemeur. [1850] A-stroñs ez a. [2013] N'eo ket eeun-tenn an hent m'eo deuet iliz-veur Kemper betek ennomp, savet m'eo bet a-stroñs etre eur ha dizeur. [2015] Adeiladiñ tiez a-stroñs hep aotre. DHS. a-frapadoù 4. Tr. adv. A-stroñs e gorf : a-blad-kaer. Chomet e oant a-stroñs o c'horf. 5. Trl. (db. an dud) Mont a-stroñs da ub. : na ziskouez damant outañ, bezañ taer outañ. Arabat e vefe mont a-stroñs d'e genderv. II. Doar./Stn. 1. (db. an dud hag an dilhad) Cheuc'h. Ne oa ket a-stroñs a-walc'h. E-mesk an dud a-stroñs. Gwisket he doa ur sae a-stroñs. HS. a-stok, kran. 2. (db. an darvoudoù, al lidoù, ar predoù, h.a.) [1931, 2015] War an ton bras, cheuc'h-tre. [1931] Un degemer a-stroñs. [1931] Ur pred a-stroñs. [2015] Ur vuhez a-stroñs hag a-drolle. HS. a-stok.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

a-stroñs ez a

1850
Daveenn : GON.II pg stroñs

a-stroñs

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a-stroñs

degemer a-stroñs

1931
Daveenn : VALL pg (réception d')apparat

a-stroñs

1931
Daveenn : VALL pg (repas d')apparat

N'eo ket eeun-tenn an hent m'eo deuet iliz-veur Kemper betek ennomp, savet m'eo bet a-stroñs, etre eur ha dizeur.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 24

Reiñ manegoù a rit da implijidi ar Gumununiezh Lec'hel, ar Burevioù Kêraozañ, da sternerion maodiernezh an Endro, hag adeiladiñ a rit tiez a-stroñs hep aotre, pere a werzhit da floderion gemedel liesseurt "alc'hwezioù hag all".

2015
Daveenn : EHPEA p170

An ti hag al liorzh, an dastumad taolennoù, e armelioù-dilhad, pep tra a ziskoueze e oa buhez Korasidis unan a-stroñs hag a-drolle.

2015
Daveenn : EHPEA p51

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial