skedus
Job. — « Arc’hant lugernus. » Lom. — « Aour skedus. » Job. — « Un teñzor burzhudus. » Lom. — « Brasoc’h eget hini Kresus ["Krezus"]. »
Hag a-hed an aodoù bevennet gant neudenn arc’hant an traezh, pet ha pet kêriadenn, ken skedus an damwel anezho ha ma ’z eo heson o anv : Pausilippo, Torre del Greco, San Sebastiano, Brindizi, Torre dell Annuziata, Sorrento !...
An heol, eñ, a graz an delioù, a ro liv da bep tra, a laka ar gwenan hag ar c'hwiled a bep seurt da voudal e beg ar gwez, tra ma weler dindanno o tremen balafenned a bep stumm hag a bep liv ; evned sant Varzhin hag ar balafenned eo loened splannañ ar gouezeri, an dra skedusañ a gaver er vro-se.
Un dazont skedusoc'h a welen evit ma amezeg.
En ur ziskenn gant ar skalieroù e teu war ma spered, dirat-kaer din, ar varzhoneg vihan-se a veze desket deomp er skol kentañ-derez: "Petra eo hon mammvro? Ha n'eo ket ar plaenennoù? Ha n'eo ket ar menezioù gouez uhel? Ha n'eo ket an heol ouzh he sklêrijennañ? Ha n'eo ket ar stered skedus? Echuiñ a ra ar varzhoneg, diouzh a gounaan, gant "war-raok, bugale".
Dindan heol skedus an dilost-hañv e chomer tost bamet gant brokusted ar vro, evel pa vije tennet eus ur varzhoneg gant Keats.