Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Al leurdi, e-lec’h douar-pri moustret, evel ma vez en tiez-annez hag en tiez-nevedoù peurliesañ, a oa ouzh hec’h ober klerennoù prenn kelenn kompezet ha lufret-skedus, hag i bet kenstoket ha kenklotet ker reizh ken na weled etrezo grem ebet, m’az tije touet n’edo oc’h ober al leurenn nemet ur pezh koad en e bezh.

1923
Daveenn : SKET p.64 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 64, lin. 16 eil dilinenna[ñ], e lec'h « m’az tije » kentoc’h « m’az pije»".

Heoliet-skedus, glas, kenedus e oa ar maezioù-se hag o dije c’hoantaet an teir c’hoar douarañ en enezenn a ziskoueze bezañ didud. Hogen ne voe ket aotreet gant an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.109

Ha gant ar berv diwar an emgann he doa renet hag ar redadenn edo o paouez ober, edo ruziet-holl ha flamm-skedus he divjod.

1924
Daveenn : SKET.II p.57

Damdost hag a-us d'ar c'hreñvlec'h, ur maread morevned gwenn-skedus a falc'he hag a ervenne an avel hag an ec'honder gant o divaskell hag o gournijadeg kammikellek.

1929
Daveenn : SVBV p5

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial