Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) Dezhan skiant, poell. Un den skiantek eo. Nep zo skiantek a labour gant preder. [1877] [...] ar re binvidikañ, ha, war o meno, ar re skiantekañ eus ar vro. HS. poellek. ES. diskiant, diboell. 2. (db. oberoù an dud) Graet ent poellek. Komzoù mat ha skiantek.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

skiantek 'vezo gant an amzer

1732
Daveenn : GReg pg avoir (il aura un grand jugement)

un aneval skiantek eo an den

1850
Daveenn : GON.II pg skiañtek

skiantek

1850
Daveenn : GON.II pg skiañtek

Deuet, e n’eus forzh peseurt parrez, un divroad bennak, hag e ve ur "blevier", ur marc’hadour blev, ur marc’hadour krec’hin gozed, hag e ve zoken un troc’her-moc’h e ve, an dra-se ne ra mann, gant ma vezo komzoù gallek, mat pe fall, en e c’hinou, gant ma raio e baotr rok, dreist pep tra ma vez dilhad "aotrou" war e gein, e troio hag e tistroio an holl en tu ma karo, e lakaio tud ar barrez da goll o fenn hag e kaso d’e heul zoken ar re binvidikañ, ha, war o meno, ar re skiantekañ eus ar vro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.173-174

Eno e oa person an Aotrou Lejeune, ginidik a Lanniliz, den skiantek-meurbet ha karet dreist ar barr gant e barrezianiz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.242-243

Hag an den paour, er bed-mañ, n’euz forzh peger skiantek eo, hep skoazell Doue a zo dall-put.

1877
Daveenn : EKG.I. p.2

Daoust hag hennezh a ve al louzaouer skiantek en deus kement a vrud ? — Me 'gred eo hennezh e rank bezañ, rak dre zu-mañ n’eus ken hanv nemet anezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.91

Pep a vloaz n’oa ken etrezo, hag int ker skiantek ha ker skiantek, ker fur ha ker fur, ker kaer ha ker kaer.

1923
Daveenn : SKET p.98

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial