Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Galloud an den da anaout pezh zo reizh dre ar poell ha war ziazez ar c'houn. Emañ ar paotr en e skiant : en oad da varn reizh. Da bep oad e tesker skiant. Evel-se e savo, e teuy skiant dezhañ : goude bezan bet tapet e taolo muioc'h a evezh. & Trl. Koll e skiant : mont sot. [1877] [...] ha koulskoude ne ehan da redet ha da skeiñ pa gav e du ; kollet eo e benn hag e skiant gantañ. 2. Dre ast. Galloud barn petra zo mat da ober er vuhez pemdez. Skiant am boa bet da gemer ma mantell. N'en devez ket ar skiant da ginnig ur banne d'e weladenner. Ur plac'h a skiant eo. [1877] Traoù ker sot, ken dibenn ha ken difeiz hag an traoù a gontan deoc’h, ne dleent ket lezer dinec’h skiant an dud vat er vro. [1924] — Ma ! hiriv ’ta ec’h an da gontañ deoc’h penaos ur paotrig a skiant, Jañ Glaudadig, lesanvet Bilzig, a drec’has war ar bleiz. HS. skiant-vat. B. 1. Galloud da verzout santadurioù diwar draoù danvezel en diavaez eus ar c'horf dre hantererezh un organ anezhañ. Ar pemp skiant zo anezho ar c'hleved, ar gweled, ar stekiñ, an tanva hag ar c'hwesha. Skiant ar c'hempouez. 2. Dre skeud. Galloud ar spered da verzout pe anaout diouzhtu udb. hep prederiañ. Skiant ar gened. Skiant ar fent. Skiant ar mad hag an droug. II. (en e furm lies prl.) 1. Hollad an anaoudegezhioù gounezet db. an natur diwar studiañ hervez un urzh spis (evezhiañ, arnodiñ, muzuliañ, disklêriañ gant savelennoù) doareoù ha keñverioù ar bed danvezel. Kevrenn ar skiantoù er Skol-Veur. Ne oa ket barrek war ar skiantoù. 2. Nep skourr a anaoudegezh (II 1). Ar fizik zo ur skiant eus ar resisañ. Skiantoù an den n'int ket diorroet kement ha skiantoù an natur. & Tr. Skiantoù sokial. 3. Nep dastumad anaoudegezhioù a denn an eil re d'ar re all e keñver pe geñver ha lakaet urzh ha poell kenetrezo. Ar skiantoù sakr. Tud a skiant : gouizieien. [1924] Diskiñ a ra ar paotr ar pezh a gar, paotr a skiant e vo hennezh [...].

Skouerioù istorel : 
137
Kuzhat roll ar skouerioù

skiant

1499
Daveenn : LVBCA p184 (sens, entendement)

12. Sezar a respontas dezhe : [«] Amañ en hon eus un verc'h yaouank peheni n'he deus ket a gompagnonezh e skiant hag eo gouvizek 'vez[. »]

1576
Daveenn : Cath p11

Neuze Maksentius evel un den kollet gantañ e skiant a deuas a un vouezh terripl da grial en un lavaret[: «] O ! Me mizerapl ha reuzeudik [! »]

1576
Daveenn : Cath p22

skiant

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ententement

ar pemp skiant naturel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (les cinq) sens

pemp skiant naturel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (pemp) squiant (naturel)

koll a ran ma skiant gant hemañ

1732
Daveenn : GReg pg affolir

koll e skiant

1732
Daveenn : GReg pg affolir

an oad a skiant

1732
Daveenn : GReg pg age (de raison), (âge de) discretion

Skiant pehini a zesk ar feson da vuzulañ an douar ha pep materi hervez e uhelded, e zonder, e hed hag e ledander.

1732
Daveenn : GReg pg geometrie

ar skiantoù nobl hag onest

1732
Daveenn : GReg pg art

Ar vadiziant [roet] da'r re a yoa leun a skiant.

1732
Daveenn : GReg pg adulte (Le batême des adultes).

Ar brezel a zo ur skiant evit en em lazhañ hag en em zistrujañ an eil stad egile.

1732
Daveenn : GReg pg guerre (La guerre est un art de s'égorger & de se détruire réciproquement.)

Ar skiant eus ar vlaz a zo pitouilh dre natur.

1732
Daveenn : GReg pg goût (Le sens du goût est naturellement délicat.)

Ar skiant eus ar vlaz a zo blizik dre natur.

1732
Daveenn : GReg pg goût (Le sens du goût est naturellement délicat.)

Nep a enev pe a zesk ar skiant da anaout an holl vroezioù eus ar bed.

1732
Daveenn : GReg pg geographe

kollet e skiant vat

1732
Daveenn : GReg pg fou (Devenir fou, pp.)

koll e skiant vat

1732
Daveenn : GReg pg fou (Devenir fou.)

ar skiant da fortifiañ

1732
Daveenn : GReg pg fortification (l'art de fortifier)

Skiant a zo mat da brenañ.

1732
Daveenn : GReg pg fin (Il deviendra fin à ses dépens.)

a aparchant ouzh an akademia eus an arzoù hag ar skiantoù

1732
Daveenn : GReg pg academique

skiant a zesk ar feson da gunduiñ ur vuhezegezh vat

1732
Daveenn : GReg pg ethique (la morale)

daoulagad an ene eo ar skiant vat

1732
Daveenn : GReg pg (l') entendement (est l'oeil de l'ame)

skiañchoù

1732
Daveenn : GReg pg art

skiant

1732
Daveenn : GReg pg art, discretion (jugement, discernement)

skiant a zesk da gontañ ervat

1732
Daveenn : GReg pg arithmetique

skiant da labourat an douar

1732
Daveenn : GReg pg agriculture

skiant da ober edifisoù

1732
Daveenn : GReg pg architecture

skiant da ober traoù dreistordinal gant sikour an droukspered

1732
Daveenn : GReg pg art (magique)

skiant da zivinañ dre ar vo[?] en deus an aer

1732
Daveenn : GReg pg aéromancie

skiantoù

1732
Daveenn : GReg pg art

poan an daon, ha poan ar skiant

1732
Daveenn : GReg pg (la peine du) dam (et la peine du sens)

agreapl d'ar spered ha da skiañchoù ar c'horf

1732
Daveenn : GReg pg delicieux (euse)

un den a ur skiant vras, un den en deveus kalz a sklêrijennoù

1732
Daveenn : GReg pg (un homme fort) éclairé

dibourvez a spered, a skiant

1732
Daveenn : GReg pg dépourvu (d'esprit de jugement)

kement-se a ya en tu-hont da skiant mab-den

1732
Daveenn : GReg pg (cela est au) dessus (de l'esprit humain)

skiant pehini a zesk da aznaout an holl vroezioù eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg geographie (description du globe terrestre)

skiant ar stered

1732
Daveenn : GReg pg astrologie (science qui considere la qualité, la vertu & les effets des astres)

skiantr a ro da anaout ar vertuz hag an nerzh eus ar stered, hag ar vad, pe an droug a c'hallont da ober d'an traoù terzhienn

1732
Daveenn : GReg pg astrologie

a aparchant ouzh skiant ar stered

1732
Daveenn : GReg pg astrologie

ur skiant bras en devezo

1732
Daveenn : GReg pg avoir (il aura un grand jugement)

ur skiant bras en devo

1732
Daveenn : GReg pg avoir

endevout a raio kalz a skiant

1732
Daveenn : GReg pg avoir (il aura un grand jugement)

en devezout a ray kalz a skiant

1732
Daveenn : GReg pg avoir

skiant a zesk da aznaout an armorioù

1732
Daveenn : GReg pg blason

skiant bras

1732
Daveenn : GReg pg capacité (portée de l'esprit)

ar skiant vat

1732
Daveenn : GReg pg entendement

skiant da anaout an avantur dre al lignennoù eus an dorn

1732
Daveenn : GReg pg chiromance (divination par l'inspection de la main)

un den a skiant

1732
Daveenn : GReg pg connoisseur

ar feson, an ard, ar skiant, da sevel tiez, ilizioù

1732
Daveenn : GReg pg construction

ar skiant

1732
Daveenn : GReg pg entendement

ur chadennadur eus an holl skiantoù destumet holl asambles

1732
Daveenn : GReg pg encyclopedie (science universelle)

skiant jeneral eus a bep tra

1732
Daveenn : GReg pg encyclopedie (science universelle)

stok ar skiantoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg stok-ar-skiañchou (Sensation, impression que l'âme reçoit des objets, par les sens).

skiant

1850
Daveenn : GON.II pg skiañt, skieñt

skiantoù

1850
Daveenn : GON.II pg skiañt

skianchoù

1850
Daveenn : GON.II pg skiañt

ar pemp skiant

1850
Daveenn : GON.II pg skiañt

un den hep skiant eo

1850
Daveenn : GON.II pg skiañt

heuliañ a reont ar skiantoù

1850
Daveenn : GON.II pg skiañt

skiant

1850
Daveenn : GON.II pg skiañt, skieñt

skiant an douar

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiañt (-ann-douar)

a sell ouzh skiant an douar

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiañt (-ann-douar)

skiant ar bed

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiañt (-ar-béd)

skiant ar yezh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiañt (-ar-iéz)

skiant ar bangounellerezh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiañt (-ar-bañgonnélérez)

skiant ar riboulerezh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiañt (-ar-bañgonnélérez), skiañt (-ar-riboulérez)

skiant ar rangonellerezh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiañt (-ar-riboulérez)

skiant ar vent

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiañt (-ar-veñt), skiañt (ar-vuzuliou)

skiant ar vuzulioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiañt (-ar-vuzuliou)

Kalon vat a ro skiant.

1867
Daveenn : MGK p47

Kalz dimezioù a zo, nebeut gant tud a skiant.

1867
Daveenn : MGK p75

Dre varvailhoù alies / E teu da galz a dud mui a skiant, a furnezh, / Evit klevet prezeg, evit lenn levrioù kaer.

1867
Daveenn : MGK p4

Kaer en doe an den-se krial a-bouez e benn, an dud hep ober van, aet o skiant da donenn, 'selle a-gleiz, a-zehou : nouspet hini 'welas o chom sonn o fennoù, 'vel peulioù ur c'harr bras en-dro da vugale 'voa eno o c'hoari.

1867
Daveenn : MGK p2

Ar furnezh hag ar skiant a gavo gwir bried ; / Aour hag arc'hant, ur mestr hep kalon na spered.

1867
Daveenn : MGK p58

Furnezh, skiant ha labour a ziskouez euzh kalon ; / Hag ar galon atav, gant merc'h fur da gentañ, / Ned aio birviken, mar gell, d'en em stagañ / Ouzh rokedenn reuget diouzh drez an hentchou don.

1867
Daveenn : MGK p58

« Setu me, evit mat, pizh ha kempenn touzet ; / Gwerzhet ho peus din-me kalz skiant evit va blev. »

1867
Daveenn : MGK p64

Kaset gant e galon ha deut dall e spered, / E skiant a zo ken tev, m'en deus bec'h o welet / Evit piv ez eo graet, hag e tle e ene / Mont, dre istrenn e gorf, da vezañ perlez en Neñv.

1867
Daveenn : MGK p122

Ur bleiz, voa leun a skiant hag a galon ouzhpenn, / Dibaot ar bleizi-se, rouez int [sic, eo] an dud zoken / A lakeas un dervezh e spered da gregiñ / Donañ ha ma c'halle, a-greiz klask da zibriñ, / Er mennozh zo amañ.

1867
Daveenn : MGK p82

E zaoulagad a luc’h en e benn evel daou gef-tan, an eonenn a zo e korn e c’hinou, disec’h eo e vuzelloù, e fronelloù a zo digor hag a [z]eu evel moged anezho, e dal a zo roufennet, e gorf a-bezh a gren gant e herder, dialanet eo, ha koulskoude ne ehan da redet ha da skeiñ pa gav e du ; kollet eo e benn hag e skiant gantañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.287

Mar o doa skiant kanfarded Loull ar Bouc’h, ar re a ziwalle ar veleien vat n’oant ket diot kennebeut.

1877
Daveenn : EKG.I. p.88

Traoù ker sot, ken dibenn ha ken difeiz hag an traoù a gontan deoc’h, ne dleent ket lezer dinec’h skiant an dud vat er vro. Abalamour da se e kleved un tamm krosmol e-touez ar bobl.

1877
Daveenn : EKG.I. p.189

— Mat [e] livirit, deomp kuit. Ha c’hwi o pije biken kredet en divije gellet skiant un den hunvreal traoù ker sot ? — Birviken james.

1877
Daveenn : EKG.I. p.180

Hag ar C’houil kregiñ en e benn-bazh. Mat a reas, rak an den gwenn a deu war-eeun war-zu ennañ ; chaokat a ra ur ger bennak, mes, pe oa hanterskornet gant ar riv, teod Loull ar Bouc’h, en e c’hinou, pe skiant ar C’houil a oa trec’het gant ar spont ; ar pezh a zo gwir eo hini anezho ne ouie petra a c’hoantae egile.

1877
Daveenn : EKG.I. p.132-133

Hon tudoù-kozh a gave dezho e teue ar gwin-ardant d’o lakaat da goll o skiant ha da verraat o buhez.

1878
Daveenn : EKG.II p.43

— Ya, gwir a leverez ; mes tud ar vro-mañ n’int ket bet diotoc’h eget ar re all. Evidon-me, a gav din o deus zoken betek re a skiant.

1878
Daveenn : EKG.II p.127

Roet en deus da bep hini e skiant hag e benn ; mat, da Yann Pennorz en deus roet ur penn kalet, ne zigaloneka james.

1878
Daveenn : EKG.II p.122

Doue hag ar Werc’hez a ziwallo ac’hanout, Yann, er c’hrediñ a ran ; mes ret e vezo dit ivez lakaat da holl skiant da c’hoari.

1878
Daveenn : EKG.II p.113

Ac'hanta ! Job, n'eo ket ar skiant eo a vank dit : "ur gelaouenn a arri du-se, bep Sadorn ; ha bep Sadorn ive[z], e teu da zispenn da vamm an iliz... Gwech e vastaro sae ur beleg bennak, gwech e tispenno brozh ul leanez.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ma ! eme Yann, un dra a zo, / A ra da'm skiant mont en-dro : / Ar memez Doue ‘n eus hon groet ; / gant ar memes pri omp meret. / Darn, koulskoude, ‘zo pinvik-mor, / Darn ‘met dienez toull o dor ; / Hemañ skedus e blanedenn, / Ha hennezh luiet e gudenn. /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Skiant ar c’horf bev

1923
Daveenn : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Physiologie".

Skiant ar c’horfoù

1923
Daveenn : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "La physique".

Trec’hiñ a reont da fillidigezhioù ar c’horf ha da re an ene, d’ar skuizhder, d’an naon ha d’ar sec’hed, d’an digalon, d’an droug, d’an aon, da hoaladurioù ar skiantoù hag ar spered, d’an touellerezh-Estren.

1923
Daveenn : SKET p.80

Ha kollet da viken an holl deñzor-se a skiant !

1923
Daveenn : SKET p.20-21

Ar c’hentañ re roeñvoù a oberias-eñ hag e lakaas dre lavar ar c’hentañ reoladur war skiant ar mordeerezh.

1923
Daveenn : SKET p.54

hoaladurioù ar skiañchoù hag ar spered

1923
Daveenn : SKET p.181, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Les séductions auxquelles succombent les sens et l’esprit".

Na disket ho peus-c’hwi dezhañ e bedennoù ?… — Oh ! ya, aotrou person, hag ivez e c’hourc’hemennoù ; goût a ra anezhe dindan eñvor, ha tammoùigoù all a gatekiz. Diskiñ a ra ar paotr ar pezh a gar, paotr a skiant e vo hennezh, met ret e vo goût penaos dont a-benn anezhañ, her bleinañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

skiant [...] ar Gevredigezh

1924
Daveenn : SKET.II p.140 « Geriadurig », "science sociale".

ar skiant-graoù hag an ober-graoù

1924
Daveenn : SKET.II p.136 « Geriadurig », "La théorie et la pratique".

Vissurix a zeskas dezhañ an doueoniezh, ar steredoniezh hag an douaroniezh, an hudouriezh, ar spiswelouriezh hag ar vezegiezh, ar reizh, skiant ar vuhezegezh hag an danevellouriezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.29

Peurnevesaet eo bet, en hon amzer, deskadurezh an istor dre gavadennoù skiant ar Gevredigezh, ha kresket eo bet c’hoazh, da heul, an dalvoudegez anezhañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.29, Notenn (1)

Distreiñ war ho kiz a fell deoc’h ? Ramplañ a ra ho troad, n’oc’h ket evit enebiñ, c’hwi, koulskoude, den a skiant, marteze den fur.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

— Ma ! hiriv ’ta ec’h an da gontañ deoc’h penaos ur paotrig a skiant, Jañ Glaudadig, lesanvet Bilzig, a drec’has war ar bleiz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Hag evel-se, entre ar beleg hag ar paotr, a-nebeudoù, e savas ur garantez dispar a bep tu, ur garantez a [d]rugarez eus perzh ar beleg evit ar paotrig dister, disprizet, kasaet gant kalz, ur garantez a anaoudegezh eus perzh ar paotr emzivad evit an den a zouster hag a skiant a brize gantañ diskenn betek ur bugelig dister eveltañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

Eno e tiski bezañ martolod ; eno, evel ma ’c’h out paotr diskuizh (2), ma teu ar c’habiten da deuler e evezh warnout, e tisko dit an holl skiañchoù a rank goût ar gabitened evit heñchañ o listri war ledander ar morioù bras.

1925
Daveenn : BILZ2 p.178

E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".

1929
Daveenn : SVBV p6

skiañchoù uhel

1931
Daveenn : VALL pg art

skiant

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII, art

skiant an aer

1931
Daveenn : VALL pg aérologie

skiant an aradurezh

1931
Daveenn : VALL pg agronomie

skiant ar c'horf

1931
Daveenn : VALL pg anatomie

oad a skiant

1931
Daveenn : VALL pg age (de raison)

skiant

1931
Daveenn : VALL Displegadur p XLIII

prenañ skiant

1931
Daveenn : VALL pg acquérir (de l'expérience), avoir

skiant ar vuhez

1931
Daveenn : VALL pg biologie

skiant prenet

1931
Daveenn : VALL pg acquis

abaoe m'eo [sic] deuet skiant dezhañ

1931
Daveenn : VALL pg (depuis qu'il a l')age (de raison)

skiant

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p IX

skiantoù uhel

1931
Daveenn : VALL pg art

skiant hud

1931
Daveenn : VALL pg art

Ret eo lavarout n'eo ket bet ar ouizieion dallet re alies gant ar strizh-reizhusted; rouez a-walc'h eo, e skiantoù an Natur, lealded-spered ur Shepard hag ur Johnson da skouer, evit ma vo meneget.

1943
Daveenn : TNKN p63

An hini en dije gwelet Mari d’ar mare-se en dije kredet moarvat e oa kollet ganti he holl skiant vat, kollet he zamm buhez.

1944
Daveenn : ATST p.53

Ar pennad-mañ a ziskouezo sklaeroc'h c'hoazh peseurt kemm a zo etre ur Gall savet war skouer Pariz evel ma'z int holl, hag un den bennak evel un Alzasiad, n'eo ket bet distummet, na gwiet e skiant gant orezonoù jakobin.

1944
Daveenn : EURW.1 p53

Evel am eus lavaret, Sant-Charlez a oa neuze, dindan beli ar Varianited, ur golaj tudjentil, brudet e oa evit reiñ deskadurezh amploc'h eget e lec'h all, ken war ar skiantoù ken war ar bleniadur.

1944
Daveenn : EURW.1 p51

Ar gevrenn B a oa enni ar re o doa dibabet ar skiantoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p49

Krediñ a ra deomp en deus kollet e holl skiant vat gant an traoù spontus en deus gwelet.

1944
Daveenn : ATST p.124

Barn a rez, hep gouzout. Rak biskoazh n'eo bet dalc'het ganit war da zaoulin ur vuiañ-karet, ha te ouzh he cherisañ, ouzh he strizhañ, o teuziñ hag o veuziñ, hag o vezviñ, e plijadurezh ar pokoù, e bam da ene, betek koll da skiant, diwar re levenez.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Nemet re yaouank e oa, kaer en doa fiziout en e skiant.

1949
Daveenn : SIZH p.49

- Pa 'z eus meneg avaloù, breur Arzhur, e lavarin deoc'h n'am [sic, ne'm] eus ket debret Aval Skiant ar Mad hag an Droug, ha n'ouzon ket pe soñj a zo aet dre ho penn, o reiñ dimp hoc'h abadennig termaji.

1949
Daveenn : SIZH p.62

Edo ar breur Arturo o verzout e oa ret dezhañ he gwelout, ur wech diwezhañ... Alc'houez ar Skiant... Alc'houez Skiant ar Vuhez... Pezh a ouie, eñ, n'oa nemet deskadurezh diwar levrioù, skiant diwar c'horre : hel lavaret he doa...

1949
Daveenn : SIZH p.64

Ho poulienn zo ken loariet / M'en em gav ho skiant gwariet / Hag e wrac'hit diotachoù.

1960
Daveenn : PETO p65

Distreiñ a ris da Roazon ha mont da ober un dro da rann an douarouriezh e Skol-Veur ar Skiantoù.

1985
Daveenn : DGBD p5

Ne 'm boa ket bet ar skiant da lakaat reiñ din diouzhtu an arc'hant ; hag antronoz vintin e oa nijet kuit va labous evit mont da Libreville, hep bezañ paeet ; ha kavout a rae din e oa tec'het dre ma ouie ne oan ket evit chom pell amzer er memes lec'h.

1985
Daveenn : DGBD p125

En ur savadur all, pelloc'h c'hoazh alese, e oa bet tennet splet eus ar skiant prenet war chanter Kemper.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 18

Abalamour d'an traoù-se, hag a zo bet dielfennet mat-kenañ gant ar skiantoù sokial, ez eo ret dimp gwelet hon obererezh en ur mod hollek, an abegoù hag an heuliadennoù a zo dezhi, evit dibab diouzh hor gwellañ ha kas da benn oberezhioù omp prest da sammañ tra ken.

2015
Daveenn : DISENT p62

Pa brener skiant war an dachenn e weler penaos n'ez a ket an daou dra-mañ an eil a-enep egile: ar c'hontrefed ne lâran ket.

2015
Daveenn : DISENT p22

Setu e'm broud ar skiant am eus prenet gant an devezhioù kent, gwelloc'h, da brennañ ma genoù.

2015
Daveenn : EHPEA p26

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial