Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Galloudegezh an den d'ober pe da varn gant poell. Kaout skiant-vat. A-enep ar skiant-vat.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

skiant-vat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (hon) iugement

skiant vat

1732
Daveenn : GReg pg discretion (jugement, discernement)

n'en deus ket un elienenn a skiant-vat

1732
Daveenn : GReg pg (il n'a pas une) bluette (ou, une étincelle de bon sens)

n'en deus ket un elfenn a skiant-vat

1732
Daveenn : GReg pg (il n'a pas une) bluette (ou, une étincelle de bon sens)

n'en deus ket un tamm skiant-vat

1732
Daveenn : GReg pg (il n'a pas une) bluette (ou, une étincelle de bon sens)

kontrol d'ar skiant-vat, d'ar justis

1732
Daveenn : GReg pg deraisonnable

kement-se a vez kontrol d'ar skiant-vat

1732
Daveenn : GReg pg (cela seroit) deraisonnable

N'he deus ket un tamm skiant-vat.

1732
Daveenn : GReg pg goute (Elle n'a pas une goute de bon sens.)

hervez ar skiant-vat

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiañt (-vâd)

skiant-vat

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiañt (-vâd)

ar skiant-vat eo daoulagad an ene

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiañt (-vâd)

ret eo heuliañ ur reizh atyav hag hervez ar skiant-vat

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skiañt (-vâd)

Unan (kollet e ranke bezañ e skiant-vat gantañ) a savas un dervezh, en un iliz, e kador ar wirionez, hag ac’hano e krias a-bouez e benn, ar c’homzoù spontus-mañ : « O Doue, ma out e gwirionez Doue, frik ac’hanomp gant da dan foultr ! »

1877
Daveenn : EKG.I. p.155

Ar Breizhad, evitañ da vezañ dispont dirak an tan hag an dir, a zo aonik, spontik-meurbet dirak an divroidi ; pe evit lavaret gwell, ar Breizhad a lez e skiant-vat a-gostez evit krediñ ha mont da heul an hini a deuio da gontañ dezhañ sorc’hennoù burzhudus, dispar ha diskiant, ma n'eo ket eus e vro, ma ne gomz ket yezh e dudoù-kozh ; abalamour da se ez aed a-unan gant an divroidi a rae en hor bro an traoù fall a gontañ amañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.173

Pegeit e chomis semplet ? N’on ket evit her lavaret deoc’h. Me 'gred n’oan ket bet gwall bell, rak an avel-dro hag ar yenien a yoa e foñs ar puñs a dlee, e berramzer, divoudinellañ va fenn ha digas din va skiant-vat.

1878
Daveenn : EKG.II p.53

Hag abaoe, gant ar Gontez, eo bet karet ar wreg a-zoare, ar plac’h a skiant-vat, ar vamm war dal pehini an nec’hamant, an dienez o devoa moullet nerzh he c’halon, ar vamm dilezet gant an holl, ha pehini he devoa poaniet, douget he bec’h (pegen pounner koulskoude) hep klemm, evurus pa wele he bugale o kreskiñ drant ha ye, evel peder gwezennig, deut an amzer-nevez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1093 (Here 1924).

Ya, met siwazh dezhañ, ar marc’heg en devoa hanter-kant vloaz, Janedig ugent, hag ouzhpenn-se ur spered fur ha skiant-vat.

1925
Daveenn : BILZ2 p.153

Ar galon, en deus skrivet un den brudet-meurbet, en deus mennozhioù kuzhet pell diouzh gwel ar skiant-vat.

1925
Daveenn : BILZ2 p.151

Gant da geinvan ehan, bugel, / Ha mir kabestr, kentr ha sugell. / Ma skiant-vat a ziskouez din / Petra da ober hag er grin. / Foei d'ar breud ha d'hon abadenn, / Laka fin da'z klemmuskadenn !

1960
Daveenn : PETO p19

Beleg, n'eus mui nag aeled na Doue ; / Maro int holl da heul hor c'hozh Roue. / Hon doueez fur, Skiant-Vat, a ren : / Ha doueoù all na Kristoù n'eus ken.

1960
Daveenn : PETO p35

dre zilezel unan anezho nemetken, ken diboell e hañvalont bezañ, e vijec'h bet kiriek da'm marv, pe da beñse va skiant-vat.

2012
Daveenn : DJHMH p. 81

Buan a-walc'h e c'hall Yann disenter, ha pa vefe un deraouad anezhañ, kompren an alioù a skiant vat bet roet amañ.

2015
Daveenn : DISENT p182

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial