Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Poell gounezet dre forzh pleustriñ hag ober. An den-se en deus skiant-prenañ. & Diwar skiant-prenañ : diwar bleustriñ hag ober. & « Hennezh en deus skiant-prenañ ! - Ya, ar seurt a vez o werzhañ » : frazenn a ouzhpenner dre vousgoap, dre fent, evit reiñ da gompren en deus c'hoazh kalz a draoù da zeskiñ.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

skiant natural a zo mat ; skiant prenet e dal ervat

1732
Daveenn : GReg pg (l') experience (est la maitresse science)

skiant-desket, -prenet

1924
Daveenn : SKET.II p.140 « Geriadurig », "(l’) expérience".

skiant prenet

1931
Daveenn : VALL pg acquis

Ne chom ganto nemet un tamm skiant-prenet… ha prenet alies diwar o c’houst ha diwar o brasañ damant.

1944
Daveenn : ATST p.8-9

Talvoudegezh espar e kave d'he fistilh lirzhin. Kement-se a oa diskenn diwar al leinoù, war e veno, da vevañ ganto, e-pad ur reuziad, e korn o oaled, buhez uvel, divennad, tud ar Bed... ha dastum ur prizius a skiant-prenet.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Ha moarvat, rak roet eo bet deoc'h ho lod skiant-prenañ gant an Aotrou Doue ; moarvat n'oc'h ket dic'houzvez eus talvoudegezh pennañ ar reolenn-se, a voe aozet gant furien, a anaveze ervat koustiañs ar venec'h.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Yaouankik on ha n'eo ket hir / Ma skiant-prenet, evit gwir ; / Ur ger, avat, diwar ma fed, / A lârin daoust ha ma 'z eo pred / Deoc'h prim ac'hann redek da guzh / Pa gerzh an amzer ha pa uz.

1960
Daveenn : PETO p59

Kure, yaouank out ha divouedenn da benn, Met, pa vi 'n oad din, ' vo dindan da vlev gwenn, War-lerc'h ar bloavezhioù hir az-po renet, Muioc'hik 'get bremañ a skiant-prenet.

1960
Daveenn : PETO p18

C'hwec'h en em gavemp eno : ur c'hartennour-menteour ha daou zouarour eus hor c'hompagnunezh (an hini all a oa oc'h ober e gimiad, setu an abeg !), ha tri c'hargiad eus ar mererezh-bro, an dud yaouank-se hag o devez an aotre da lakaat "Administrateur des Colonies" da heul o anvioù, hag a zo e gwirionez Yannigoù mil-micher hag a vije r[o]et dezho deskadurezh, nerzh ha skiant-prenet evit kas da benn o c'hefridioù diniver.

1985
Daveenn : DGBD p98

Penaos ober evit na vefe lakaet den ebet e-maez an divizoù? Kuit na vefe hini pe hini friket gant ur stourmer bras e veg peotramant uhel e zeskadurezh, e skiant-prenet pe muioc'h en e vleud?

2015
Daveenn : DISENT p25

"Amoedaj an hini eo," a adlavar Sotiropoulos en deus skiant-prenet hag a oar gortoz ar c'houlz evit tagañ.

2015
Daveenn : EHPEA p72

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial