Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Dont da vezañ sklaeroc'h. Sklaeraat a ra an amzer. 2. (db. an dud) Gwelet spisoc'h ar pezh zo da ober. O hardishaat e teu ma skiant da sklaeraat. II. V.k.e. 1. Lakaat da vezañ sklaeroc'h. & Ent krenn An tan a sklaera, an tan a domma. 2. (db. an diedoù) Skañvaat. Mard eo tev ho sistr, netra gwelloc'h eget ar ouenn avaloù-mañ d'e sklaeraat. 3. Fraeshaat. N'eus ket par d'ar butun evit sklaeraat ar spered. 4. Reiñ da gompren en un doare aes. Al levr-se a sklaeray ho spered.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

sklaeraat

1499
Daveenn : LVBCA p185

sklaeraat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg eclaicir, luire

sklaeraat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sclerat

sklaeraat

1732
Daveenn : GReg pg (devenir) clair, (devenir) clair (transparent), clariñer (rendre clair & net), éclaircir (faire devenir clair & net), (s') éclaircir (devenir clair), (devenir) évident

an deiz-mañ a sklaera ac'hanomp

1732
Daveenn : GReg pg aujourd'hui (le jour d'aujourd'hui, le jour present)

sklaeraet

1732
Daveenn : GReg pg (devenir) clair, (devenir) clair (transparent), clarifier (rendre clair & net), éclaircir (faire devenir clair & net)

sklaeriñ

1732
Daveenn : GReg pg (devenir) clair, (devenir) clair (transparent), éclaircir (faire devenir clair & net), (devenir) évident

sklaeraat muioc'h-mui

1732
Daveenn : GReg pg clarifier (rendre clair & net)

sklaeraat

1732
Daveenn : GReg pg éclaircir (faire devenir clair & net)

sklaeraat, splannaat a ra an amzer

1732
Daveenn : GReg pg (le tems s') éclaircit

sklaeraat

1850
Daveenn : GON.II pg skléraat, splannaat

sklaeraet

1850
Daveenn : GON.II pg skléraat

gant un nebeud ludu en sklaeraot

1850
Daveenn : GON.II pg skléraat

sklaeraat a ra an amzer

1850
Daveenn : GON.II pg skléraat

mont a reer da sklaeraat e werzhidigezh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skléraat

O welet ne deue den war va zro, ec’h hardishaen, hag, oc’h en em hardishaat, e teue va skiant da sklaeraat.

1878
Daveenn : EKG.II p.118

Ha bremañ, kaset da benn al levr kentañ am boa lakaet dindan gwarez Dis Atir hag o vont da stagañ gant an eil levr gouestlet da Deutatis, ma teuin ennañ da zanevell an ermaeziadegoù hag an trec’hadegoù-brezel, e pedan ar Gadarned hag ar C’hadarnezed o deus va c’halonekaet hag ez an da ziskuilhañ ar poelladoù, an uheloberioù hag an emgannoù anezho, ma sklaerafent va spered, ma nevesafent va eñvorioù, ma kreñvafent ennon va holl c’halloudezhioù, evit ma vo va labour barrek dezho, evit ma tihuno e kalon nep hel lenno ar garantez ouzh ar Ouenn gadarn ha kaer ha glan dreist ar re-all hag ar c’hoant d’en em reiñ dezhi ha da suraat da viken ar vuhez anezhi dre heuliañ o uhelskouerioù ha dre gerzhout war o roudoù.

1923
Daveenn : SKET p.82

Ar werennad kentañ a domme dezhe o c’halon, a sklaerae mammenn o lagad ; siwazh ! an eilvet a lakae an tan da ruilhañ a-dreuz dre o gwazhied, en o empenn an alter da verviñ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Dre ma sklaerae o mennozhioù, o zeodoù ivez en em zivorze, ha pep hini a gonte d’ar vartoloded all, deut d’an ostaleri evit gouzout an doare, ar pezh a oa bet c’hoarvezet gante.

1925
Daveenn : BILZ2 p.113

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial