Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. A. 1. Gouloù splann. Sklêrijenn al loar a laka an avaloù-douar da vont glas. Evel bannoù sklêrijenn a oa en-dro d'e benn & Trl. Ober udb. ouzh sklêrijenn udb. : ouzh ar gouloù taolet gant an dra-se. Ne oa ket brav tremen dre eno ouzh sklêrijenn al loar. Lenn ouzh sklêrijenn ur pennad-gouloù. 2. Ent strizh Gouloù an deiz bras. Goulaouet eo an deiz ur pennad zo, bremaik e teuy ar sklêrijenn. Dambrest goude ar gouloù-deiz e para ar sklêrijenn vras. & Trl. Eus an eil sklêrijenn d'eben, etre an div sklêrijenn : eus gouloù-deiz da serr-noz. 3. Dre ast. Gweled. Koll ar sklêrijenn. 4. Trl. Reiñ sklêrijenn : sklêrijennañ (1 A 3). Distrouezhañ ar wenodenn evit reiñ sklêrijenn d'an hent. B. Dre skeud. 1. Kompren. Diwar ar studi e savo sklêrijenn ha diwar sklêrijenn emglev. & Trl. Teuler sklêrijenn war udb. : displegañ e ster, e orin, h.a. & Goulenn sklêrijenn digant ub. : goulenn displegadennoù. Goulenn a raent sklêrijenn digantañ p'o deveze ur gwall gudenn bennak da zirouestlañ. & Reiñ sklêrijenn diwar-benn ub., udb. : ditourañ. 2. Anaoudegezhioù, gouiziegezh. E kantved ar sklêrijenn emaomp ha biskoazh n'eo bet dalloc'h an dud. 3. Ar pezh a zegas gouloù d'ar spered. Poaniomp da skignañ sklêrijenn ar wirionez ha da ziarbenn ar gaou. Sklêrijenn an Aviel. 4. RELIJ. Feiz. Sklêrijenn ar feiz n'eo mui ken lugernus ha diagent. Peseurt unvaniezh a c'hall bezañ etre ar sklêrijenn hag an deñvalijenn. & Trl. Bugale ar sklêrijenn : ar feizidi, enebet ouzh an dud digristen. II. B. 1. Gouloù splann pe splannoc'h. Setu ma koll an heol e sked, ne weler mui nemet ur sklêrijenn melen-aour. E-kreiz ur sklêrijenn gaer. 2. Trl. Bezañ bet ur sklêrijenn eus udb. : bezañ bet un alberz eus an dra-se. N'eus den ha n'en deus ket bet ur sklêrijenn bennak eus ar poanioù-se. ES. teñvalijenn. 3. Trl., dre seven. Ur sklêrijenn e vo din : laouen-tre e vin a gement-se.

Skouerioù istorel : 
49
Kuzhat roll ar skouerioù

reiñ sklêrijenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg illuminer

sklêrijenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg clarté, lumière

D'an eil poent, goulenn digantañ ar c'hras ha gwir sklêrijenn da anaout ha da gasaat ar pec'hed.

1677
Daveenn : Do. p55

sclaerigenn dreuz, a enep an deiz

1732
Daveenn : GReg pg faus-jour

un den a ur skiant vras, un den en deveus kalz a sklêrijennoù

1732
Daveenn : GReg pg (un homme fort) éclairé

reiñ sklêrijenn

1732
Daveenn : GReg pg éclairer (répandre de la lumière)

sklêrijenn

1732
Daveenn : GReg pg clarté (lumiere, éclat)

sklêrijenn

1732
Daveenn : GReg pg clarté (transparence)

An tan flamm eus an ifern a losk atav hep nepred reiñ an disterañ sklêrijenn.

1732
Daveenn : GReg pg flamme (Les flammes éternelles ne luisent point.)

sklaerder an heol a zeu da deñvalaat an holl sklêrijennoù all

1732
Daveenn : GReg pg (la) clarté (du soleil offusque toute autre lumiere)

sklaerien

1732
Daveenn : GReg pg clarté (transparence)

sklêrijenn

1732
Daveenn : GReg pg clarté (lumiere, éclat)

sklêrijenn dreuz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sklérijen (-dreûz)

« Daou vloaz en deus kollet, seizh vloaz all a gollo, / Ha kement liard en deus[,] eus e yalc'h a yelo ; / Evit reiñ skiant dezhañ[,] er c'hrazañ, pa vez ret, / M'er c'hraz… An Aotrou Doue n'en doa peurlavaret, » / M'en em gavas eno e dieg pleget e benn, / e zaoulagad bremañ digor d'ar sklêrijenn.

1867
Daveenn : MGK p93

An heol zo lagad Doue ha ne rafe tro 'r bed, / Ma n'en divije bet pell zo ar gourc'hemenn / Da strinkañ 'vit an holl tommder ha sklêrijenn.

1867
Daveenn : MGK p119

« Ha ne oa ur gelenn, pa'z ae e-biou deoc'h / Ar skiant hag ar spered, pa ne oac'h evit loc'h, / Pa n'ho poa mui a vlaz, pa ne glevac'h berad, / Oc'h sklêrijenn an deiz p'oa dall ho taoulagad, / Pa voa pep tra 'vidoc'h evel na vijent ket, / Pa oa ho karr, ho jev dre ar rollec'h chalet, / Pa oa an heol laouen aet diwar ho treuzoù, / Pa n'ho poa perzh er bed, na perzh en ho madoù, / Ha ne oa, lavarit, ha ne oa ur gentel / E tostae ar mare, an amzer da vervel ? »

1867
Daveenn : MGK p102

Bremañ ez eus savet war ar Forn, evit he reiñ da anaout d’al listri, un tour-tan hag a zo ennañ sklerijenn, evel ur c’houlaouenn vras-vras, a sav hag a ziskenn, a en em ziskouez hag en em guzh, evel ur bugel o c’hoari koukoug a-dreñv kein e vamm. Neuze n’oa ket an traoù er c’hiz-se ; neuze n’oa netra war roc’h ar Forn hag e ranked he c’hlask, en noz, mar doa c’hoant d’he c’haout.

1877
Daveenn : EKG.I. p.226

Ar sakrist a chome evel sonnet ; e vugale, dre gwerzhidi dor o gweleoù, a selle gant spont ouc’h ar chouanted a lugerne o armoù gant an tamm sklerijenn a deue dre ar prenestr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.112

Ur beleg er-maez an Iliz, Evel ma oc’h, n’eo ket iskis, E kouezhfe en deñvalijenn Pa bella diouc’h ar sklerijenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.104

Ar sklerijenn-se ne bade ket pell ; mont a rae kuit, ha prest goude ar c’hloc’h a sone adarre, ha neuze ne gleved nemet son ar c’hloc’h e-kreiz trouz ar biliennoù a ruilhe hag a ziruilhe diwar an eil roc’h war eben.

1877
Daveenn : EKG.I. p.95-96

Goude ma oa achu ganeomp hor pedennoù, Per a lavaras din : — Yann, ha n’hoc’h eus ket gwelet un tamm sklerijenn o para warnomp e-pad m’edomp o lavaret hor pedennoù ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.75

N’em boa ket kollet va fenn evelato, hag ober a ris neuze ar pezh am eus graet abaoe bep tro m’on en em gavet nec’het ; en em erbediñ a ris ouc’h ar Werc’hez Vari hag ouc’h sant Yann, va faeron ; goulenn a ris sklerijenn diganto evit en em anaout, en u[l] lavaret dezho n’em boa ken youl nemet difenn va Doue, va roue ha va bro.

1878
Daveenn : EKG.II p.32

sklêrijenn

1909
Daveenn : BROU p. 418 (lumière)

Kaeraet eo ar murioù anezhañ en diavaez gant skeudennoù brezelourien, leñverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha damzistag dioutañ, ma leverer e teu ar skeudennoù-se, da vareoù zo eus ar bloaz, pa gouezh sklêrijenn al loargann en he brasañ war an ti-kañv, da enaouiñ ha d'en em beurzistagañ diouzh ar maen.

1923
Daveenn : SKET p.14

Nemet ha graet ganen va ergerzhadenn en tu-hont d’ar Rênos, e bro ar Volked hag a-dreuz da zouar ar Voged, e teuas sklêrijenn d’am spered.

1923
Daveenn : SKET p.46

Ur gomz, ur gir, ul lazig da bep hini, ha war he lerc’h ur skeudenn a frealzidigezh, ur sklerijenn en deñvalijenn an devezhioù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1093 (Here 1924).

sklêrijenn

1931
Daveenn : VALL pg acquit

etre an div sklêrijenn

1931
Daveenn : VALL pg aurore

eus an eil sklêrijenn d'eben

1931
Daveenn : VALL pg aurore, (d'un) bout (à l'autre du jour)

ouzh ar sklêrijenn

1931
Daveenn : VALL pg à2 (fermer les yeux à la lumière)

brasaerezh dre sklêrijenn

1931
Daveenn : VALL pg agrandissement

eus an eil sklêrijenn d'eben

1931
Daveenn : VALL pg (d'un) bout (à l'autre du jour)

brasaerez dre sklêrijenn

1931
Daveenn : VALL pg (appareil d')agrandissement (à éclairage)

EIZHVET PENNAD Al loar he sklerijenn gamm

1944
Daveenn : ATST p.49

An droug-penn, an droug-kof, an droug-divskouarn hag an holl zrougoù all n’int netra e-keñver sklerijenn gamm al loar o parañ e-barzh an ti.

1944
Daveenn : ATST p.50

Ar sklerijenn a oa gwenn, evel ar sklerijenn a dle teurel Anaon ar Gristenion p’o deus bet aotre digant an Aotrou Doue d’en em ziskouez d’an dud evit reiñ kentel dezho.

1944
Daveenn : ATST p.51

– Pa lennas ma mamm al levr e oa eviti ivez ur sklêrijenn ; bet he doa klevet, emezi, pa oa bihanik, kalz eus ar gwerzioù dastumet er Barzhaz Breizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p41

Un hoalerezh korfel hepken ; karout a raen ar paotr-se evel em bije karet un dra graet brav, un daolenn livet kaer, un arvest denel turgnet disi, un dremm goant a skede sklerijenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

Ouzh sklerijenn al loar, e veze gwelet barzhed o pourmen dre ar straedoù, hag o tisplegañ gwerzennoù a vouezh uhel, an eil d’egile.

1944
Daveenn : EURW.1 p.208

Ac'hano, dre ur skalierig strizh, e tigouezhed gant ur sal hir, a zigemere sklêrijenn dre ur strap gwerennet en e solier.

1944
Daveenn : EURW.1 p81

Skinañ a rae gant ur gened disi. Ar muzelloù, ruz-livet, a oa un hoal, daoust d'o mousklenn. An daoulagad du ha gleb, a zeve en o donder un tan a daole sklerijenn ha gwrez war an dremm paret warnañ.

1949
Daveenn : SIZH p.58

En amc'houlou emaint ; eñ, avat, a gouezh warnañ, diouzh an daou brenestr uhel houarn-barrennet, bannoù sklerijenn diwezhañ an deiz o vont da get.

1949
Daveenn : SIZH p.59

Ar vouezh-se, e-giz ur fleüt, an daoulagad du-se, ker kevrinus a-dreñv o mantilh, hag ar mousc'hoarzh-se, ur mousc'hoarzh boemus, a daole e sklerijenn en-dro dezhañ.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Eva, avat, a oa Maouez, da lavarout eo bresk hag hedro dre natur, muioc’h douget d’ar bremañ marvel eget d’an dazont a Sklerijenn beurbad, ha kurius-dreist-kred [sic].

1949
Daveenn : SIZH p.40

Deoc'h-c'hwi holl 'vin amañ feal / Hep ma ve ganin-me keal / D'ho kuitaat na d'ho tilezel / Daoust d'an arnev ha d'ar brezel. / Eus ho feiz e vin ar c'hlaouenn / Tra ma paro he sklêrijenn / E strad don ho teñvalijenn.

1960
Daveenn : PETO p25-26

Tager an eoulioù du e-tal an Atlantel, Eñ eo ar gedour meur, O tislugerniñ hael, Ouzh ar sklerijenn gamm, Distaolet gant ar mor, E roufennoù marmor.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

En deiz war-lerc'h e tilezomp ar broioù darempredet hag an hent bras evit mont a-dreuz ar c'hoad, pemp kilometr warn-ugent da ober dreizañ[sic] hep na ve kavet na sklaerien na goudor.

1985
Daveenn : DGBD p37

Diwar eñvor hepken e veze savet peurvuiañ, rak ne veze ket atav em c'herz ar paperoù o devije roet din muioc'h a sklerijenn.

1985
Daveenn : DGBD p7

Gant an taolioù-se e klasker diskouez piv eo an enebourien e gwirionez, teurel un tamm sklêrijenn war o c'homzoù toull, war o oberezhioù kuzh, hag all, hag all... betek ma kollfont an dud a vot evite, o fratikoù, o skoazellerien a-genwerzh, o c'hamaraded politikel, ha kement zo, rak ne fello ket d'ar re-se bezañ lousaet gant brud fall hoc'h enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p56

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial