Luc'hed a bep neuz hag a bep doare : re gorvigellek, re skalfek, re skourraouek, a weler o sklerijenniñ a bep tu, muioc'h en un abardaez eget ne vez gwelet e Breizh e-pad meur a vloavezh.
Maz afen da welout Mereditis e c'hellfe ma sklêrijennañ war grefen 'zo met mallusoc'h a zo evit bremañ.
En ur ziskenn gant ar skalieroù e teu war ma spered, dirat-kaer din, ar varzhoneg vihan-se a veze desket deomp er skol kentañ-derez: "Petra eo hon mammvro? Ha n'eo ket ar plaenennoù? Ha n'eo ket ar menezioù gouez uhel? Ha n'eo ket an heol ouzh he sklêrijennañ? Ha n'eo ket ar stered skedus? Echuiñ a ra ar varzhoneg, diouzh a gounaan, gant "war-raok, bugale".
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
sklêrijenner