I.
1. [1499, 1931] Unanderenn sklis (tammoù).
[1499] Ur sklisenn diouzh prenn. Sklisenn goad, sklisenn askorn. Tennet he deus ar sklisenn dir eus klopenn ar marc'heg.
&
Sklisenn-razañ, sklisenn-divarrañ : tamm koad eeun a dalvez da zivarrañ (tennañ) un endalc'her.
DHS. skolp, skolpad.
HS. drailhenn, skirienn.
2. [1499, 1732, 1931] Astell-grampouezh.
[1499] Ur sklisennn grampouezh.
&
Trl. kv.
Treut evel ur sklisenn : treut-kenañ.
&
Trl. skeud.
Darc'haouiñ, skeiñ, teuler an trebez war-lerc'h ar sklisenn : dilezel un trevell bnk dre ma vezer digalonekaet prl.
&
(db. un ober)
Dont gant ub. evel diwar ar sklisenn : bezañ graet mat-tre, aes gant ub.
Dont a ra ganin hogozik evel diwar ar sklisenn.
3. MEZEG.
[1732, 1931] Astell evit an izili torret pe c'hloazet.
HS. askloedenn.
4. Dre ast.
Paner ledan, dezhañ un digor bras, zo graet gant sklis pe gwalennoù.
E sklisennoù bras, staget ouzh o c'hein, e kasont an teil. Lakaat da sec'hañ ar gwazi bihan en ur sklisenn.
DHS. bouteg, mann.
5. [1732] Fulenn.
HS. elfenn.
II.
Dre skeud., PEMDEZ (db. an dud)
1. Renkad.
He mamm, eus ur sklisenn izeloc'h.
HS. dere, kendere, renk.
2. Rumm.
Ar Vretoned hag ar Saozon zo tarzhet diwar ar memes sklisenn tud.
DHS. gouenn, seurt.
Daveenn :
LVBCA
p125, 185 ('palette pour les crêpes')
sklisenn diouzh prenn
sclizcenn diouch prenn
1499
Daveenn :
LVBCA
p59, 169, 185 (escly [éclisse de bois])
sklisenn
sclicen
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg sclicen
sklisenn askorn
scliçzenn asqorn
1732
Daveenn :
GReg
pg éclat (piéce d'un os), esquille (éclat d'un os rompu)
sklisenn
scliçzenn
1732
Daveenn :
GReg
pg éclisse (petit ais fort délié pour retenir des os rompus)
sklisennoù
scliçzennou
1732
Daveenn :
GReg
pg éclisse (petit ais fort délié pour retenir des os rompus)
sevel a sklisennoù
sevel a scliçzennou
1732
Daveenn :
GReg
pg éclisser (parlant du bois qui s'éclisse)
sklisenn grampouezh
scliçzenn grampoës
1732
Daveenn :
GReg
pg galettoire (Sorte de grande espatule de bois pour tourner les crêpes & les galettes sur la galettoire.)
sklisennoù
scliçzénnou
1732
Daveenn :
GReg
pg attelle (pour penser & tenir les fractures des os), (espatelle pour tourner les crêpes sur la galetoire),
sklisenn
scliçzen
1732
Daveenn :
GReg
pg attelle (pour penser & tenir les fractures des os), (espatelle pour tourner les crêpes sur la galetoire)
sklisenn dan
sclizzeñ-dan
1732
Daveenn :
GReg
pg bluette (ou étincelle de feu, ou petits éclats qui sortent du fer chaud quand on le bat)
sklisenn houarn tomm
scliçzen-hoüarn-tom
1732
Daveenn :
GReg
pg bluette (ou étincelle de feu, ou petits éclats qui sortent du fer chaud quand on le bat)
div sklisenn askorn a zo deuet ar-maez eus e vrec'h
diou sklisen-askourn a zô deût er-maez eûz hé vréac'h
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg sklisen (-askourn)
sklisenn
sklisen
1850
Daveenn :
GON.II
pg sklisen
sklisennoù
sklisennou
1850
Daveenn :
GON.II
pg sklisen
ur sklisenn goad a zo aet em dorn
eur sklisen goat a zô éad em dourn
1850
Daveenn :
GON.II
pg sklisen
kemerit ar sklisenn, ha troit ar grampouezhenn
kémérit ar sklisen, ha trôid ar grampoézen
1850
Daveenn :
GON.II
pg sklisen
sklisenn askorn
sklisen-askourn
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg sklisen (-askourn)
sklisennoù askorn
sklisennou-askourn
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg sklisen (-askourn)
Madelen a ziskroge ar sklisenn eus an tach, ur baotrez a azeze war an oaled ; ar paotr, a [veze] dindan, a lakae e benn war barlenn ar baotrez, stignet mat e vragoù war e beñsou.
Madelen a ziskroge ar sklisenn eus an tach, eur bôtrez a azee war an oaled ; ar pôtr, a vije dindan, a lakae e benn war barlenn ar bôtrez, stignet mat e vragou war e bensou.