V.
I.
Reiñ he mouezh da glevet, pa reer anv eus ur yar, pa vez o vont da zozviñ ha pa vez gant ar c'hoant da c'horiñ.
Ar yar-mañ zo krog da sklokal.
HS. klochal.
II.
Dre skeud.
1. (db. an dud)
C'hoarzhin gant e c'hourlañchenn en ur ober trouz.
Ne glevez ket ar merc'hed o sklokal ? Paouez a sklokal 'ta !
&
Trl.
Sklokal da c'hoarzhin : dirollañ da c'hoarzhin.
2. (db. ar c'hefluskerioù)
Treiñ diblaen, o c'hwitañ.
Ar c'heflusker a skloke da vat.
3. (db. ar botoù-koad)
Trouzal goullo pa valeer ganto ha pa zistagont diouzh ar seul da stekiñ ouzh al leur. E votoù-koad o sklokal en e dreid.
4. Dre ast.
(db. al lec'hioù)
[1954] Bezañ sonioù o trouzal pell, pe greñv, ennañ.
[1954] [...] e pep lec’h en ur ger, e weled Yann vartolod, ruz e gribenn, gant div pe deir maouez yaouank en-dro dezhañ hag an holl vagad o skrignal ken ma skloke ar straed ganto.
Ar binioù, ar bombardoù a gane da heul ar mouezhioù, ar pilligoù arem a groze, an taboulinoù a skloke, ar c’herniel-boud a vleje.
Ar biniou, ar bombardou a gane da heul ar moueziou, ar pilligou arem a groze, an taboulinou a skloke, ar c’herniel-boud a vleuje.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.159
Skrap a veze zoken war hor gwazed ; e pep tro-gorn, war gement bank al leurioù kêr, hag evel-just war doull-dor an ostalerioù tost ouzh ar c’hae, e pep lec’h en ur ger, e weled Yann vartolod, ruz e gribenn, gant div pe deir maouez yaouank e[n]-dro dezhañ hag an holl vagad o skrignal ken ma skloke ar straed ganto.
Skrap a veze zoken war hor gwazed ; e pep tro-gorn, war gement bank al leurioù kêr, hag eveljust war doull dor an ostalerioù tost ouzh ar c’hae, e pep lec’h en ur ger, e weled Yann-vartolod, ruz e gribenn, gant div pe deir maouez yaouank e-dro dezhañ hag an holl vagad o skrignal ken ma skloke ar straed ganto.