1. [1659] Tamm eus ar fust, gwrizioù a chom diouzh ur wezenn goude ma vez bet dibennet ha diskourret.
Diskar ar gwez ha deviñ ar skodoù. Skod un avalenn. Gwez yaouank a gresk ouzh ar skodoù.
HS. skos.
&
Trl., dre heveleb.
Skodig dent : tamm a chom eus un dant torret.
2. Skod gwini : treujenn ar winienn a gresk ar rezin warni.
3. [1699, 1732] Keuneudenn.
Skod tan. Skodoù hag etivi o flamminañ. Skod Nedeleg.
&
Trl.
Na dreiñ ur skod e-barzh an tan : na ober mann ebet, bezañ diegus da vat.
4. [1699, 1850] Ulmenn.
Skod er c'hoad. Ar skodoù hag ar c'hoad-tro.
5. [1931] Gwialenn wevn a dalvez da stagañ
&
Ent strizh.
Gwialenn wewn a dalvez da stagañ herdin.