Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern. Ne zianalanet holl, holl avat e oant skoet, Hep debriñ nav evañ e choment evel mantret, Al leon koulz hag ar bleiz, e-kichenik an oan, Al louarn tost d'ar yar hep ober mik na mann. An durzhunell zoken, kollet he c'harantez, Ne ziskoueze d'he far nep laouenidigezh.
skoet mort
Souzañ a reas ar breur Alano, evel skoet gant un taol-dorn e-kreiz e vruched.
Ur [ul] louzaouenn da ziwall outi eo, avat ; pa vez chaoket re anezhi e teu ar penn da vadinelliñ, hag e c'heller bezañ skoet zoken gant taol ar marv.
Gant un amezegez. Skoet he deus ouzh an nor met n'eus bet den o tigeriñ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
skog