skoilh
- Hag anat eo rekis bevañ dizemez d'an neb a zo galvet da seveniñ kefridi uhel. Ur skoilh d'ar striv eo ar vaouez.
Bezit dinec’h, mar doc’h a-du ganin trubuilh ebet n’ho po, me a c’houlenno aotre digant ar c’homandant hag an Aotrou Farigoul, ha mar degouezh deoc’h kavout ur skoilh bennak war hoc’h hent, deuit raktal d’am bete ha da neb a garo, emezañ gant e vouezh skrijusañ, e tiskouezin piv a zo mestr amañ ! »
An eil skoilh bras eo ar gwazhioù-dour : un diribin vat[sic] a vez peurliesañ evit en em gavout ganto, hag a bep tu dezho e kaver un treuziad fankigelloù a vez graet "poto-poto" anezho er vro.
Evel-se [en em lakaat e plas e enebourien] e vefet sikouket da zigreskiñ al lorc'h, ar gourelezh [c'hourelezh] plaset fall, ar fromoù hag ar youloù a zo skoilhoù war an hent poellek a ranker mont gantañ pa vezer o varc'hata gant enebourien.
Dre chañs ne gavomp skoilh ebet war an hent goude leurgêr Omonia ha gant ar c'hwitellerez e erruomp e Psic'hiko ur c'hard eur war-lerc'h.