Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. 1. (db. ar rodoù pe ar c'harbedoù) Herzel ouzh o mont en-dro, ouzh o fiñv. Skoilhañ ur c'harroñs, ar rodoù karr. 2. Lakaat ur skoilh, skoilhoù dirak (udb.) d'e zelc'her difiñv. Skoilhañ ur rod. Skoilhet fall ez poa da gastelodenn. HS. skorañ. 3. (db. al liñvennoù) Mirout ouzh o red gant ur skoilh. Skoilhañ dour. DHS. stankañ. 4. Difetis Bezañ ur skoilh (II) da (udb.). Diaesterioù a bep seurt a skoilh ouzh an emziviz etre an dud-se. Skoilhañ lazioù ub. DHS. talañ. HS. diarbenn. ES. sikour. II. V.k.d. SKOILHAÑ OUZH UDB. : mirout outañ a vont war-raok, a dremen. Lemel an holl gerreg diwar aodoù Breizh, en doare na skoilhint ket mui ouzh bag na lestr. An emzalc'h-se a skoilh ouzh emled an armerzh gall. DHS. stankañ. III. V.g. 1. Chom a-sav. Pe anv eo ar gar a skoilhomp enni bremañ ? HS. arsaviñ, harpañ, herzel. 2. Chom sac'het, paouez a vont en-dro. HS. sac'hañ.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

skoilhañ ar rodoù karr

1732
Daveenn : GReg pg enraier (ou arraïer, empêcher les rouës d'une charette, d'un carrosse, par un bois, ou une corde, de rouler dans une descente roide, ou glacée)

skoliet

1732
Daveenn : GReg pg bourder (demeurer court parlant d'une charette qui saute d'une attelage assez fort, demeure dans ujne bourbe, ou dans une montée, jusques à étre renforcée)

skoilet ar c'harr

1732
Daveenn : GReg pg barrer (une roüe , ou les deux roües d'une charrette dans une descente trop roide)

skoilhañ ur c'harr, ur c'harroñs

1732
Daveenn : GReg pg enraier (ou arraïer, empêcher les rouës d'une charette, d'un carrosse, par un bois, ou une corde, de rouler dans une descente roide, ou glacée)

skoliañ ar c'harr

1732
Daveenn : GReg pg barrer (les roües d'une charrette dans une descente glissante & roide), (une roüe , ou les deux roües d'une charrette dans une descente trop roide)

skoliañ

1732
Daveenn : GReg pg bourder (demeurer court parlant d'une charette qui saute d'une attelage assez fort, demeure dans ujne bourbe, ou dans une montée, jusques à étre renforcée)

skoliañ

1931
Daveenn : VALL pg bourder (en parlant d'une charrette)

skoilhañ

1931
Daveenn : VALL pg (s')arrêter, bourder (en parlant d'une charrette)

Ha me o vont a-dizh etrezek ar bignerez e teu ur soñj da skoilhañ ac'hanon.

2015
Daveenn : EHPEA p84

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial