I. H.g./b.
1. Douar mat, tomm ha strujus.
Atil n'eus ken en e verouri.
&
Douar-atil : douar gounid.
2. Gwiskad eus an douar a c'haller arat.
II. G./B.
Tachenn douar mat, strujus, nepell diouzh an ti prl., ma c'hounezer legumaj, h.a.
Un atil bras, un atil vras. Un atil bihan, un atil vihan. Mont da balat en atil.
HS. liorzh.
Daveenn :
GON.II
pg atil (Terre chaude. Terre cultivée et fertile. Terre en rapport).
Atil n'en deus ken en e vereuri.
Atil n'en deûz kén enn hé véreûri.
1850
Daveenn :
GON.II
pg atil (Il n'a que de la terre en rapport dans sa ferme).
An Aotrou Krenn ned eas ket war e lerc’h : mont a reas dre guzh d’an Atil Vras, hag ac’hano, war e soñj, e c’hellas mont a-hed ar c’hleuzioù betek Leskoad.
An Aoutrou Cren ne d-eaz ket var he lerc’h : mont a reaz dre guz d’an Atil-Vraz, hag ac’hano, var he zonch, e c’hellaz mont a-hed ar c’hleuziou betek Lescoat.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.59-60
atil
1927
Daveenn :
Geri.Ern
pg atil
Notennoù studi
Lenn a reer e GON.II e teu ar ger-mañ eus Bro-Gerne.