Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tra a dalvez da sammañ pouez udb., a harper pouez udb. warnañ evit e zelc'her sonn prl. Graet en doa skorioù evit e vag gant mein plat. & (impl. da anv hollek) Lakaat ur plankenn da skor d'ar voger. & Tra a lakaer ouzh udb. evit mirout outañ a riklañ, ruilhal, a vont kuit. Lakaat ur skor ouzh rod ar c'harr. & Tra a lakaer dindan ur pezh arrebeuri, un ardivink, h.a., evit reiñ un diazez gwelloc'h dezhañ. Lakaat ur skor dindan unan eus treid un daol. DHS. blod, skoilh. 2. Dre ast., NEVEZ Tra fetis, pezh danvez a dalvez da ziazez d'un oberenn. Skor un dresadenn : ar paper, ar c'harton eo bet savet warnañ. & SONEREZH, STLENN. Traezenn - pladenn, kasedig, h.a. - a enroller stlennoù warni. Ur skor paper. Ur skor gwarellek. 3. Dre skeud. Skoazell. Bet eo dimp ur skor, ur c'huzul. & (impl. da anv hollek) Skor en deus kavet digant e amezeg. Roet en doa skor dezhañ. HS. harp.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

skol

1850
Daveenn : GON.II pg skôl (voyez "skôr"), skôr et skôl (appui. soutien. support. étai, pièce de bois qui soutient une muraille. étançon. on nomme encore de même une pierre ou autre corps dur, que l'on met sous un levier, pour lui donner de la force, et sous la roue d'une charrette, dans une pente pour l'arrêter).

skor

1850
Daveenn : GON.II pg harp, skôl, skôr et skôl (appui. soutien. support. étai, pièce de bois qui soutient une muraille. étançon. on nomme encore de même une pierre ou autre corps dur, que l'on met sous un levier, pour lui donner de la force, et sous la roue d'une charrette, dans une pente pour l'arrêter), pg speûrel, tiñt

skolioù

1850
Daveenn : GON.II pg skôr et skôl (appui. soutien. support. étai, pièce de bois qui soutient une muraille. étançon. on nomme encore de même une pierre ou autre corps dur, que l'on met sous un levier, pour lui donner de la force, et sous la roue d'une charrette, dans une pente pour l'arrêter. Pl.)

skorioù

1850
Daveenn : GON.II pg skôr et skôl (appui. soutien. support. étai, pièce de bois qui soutient une muraille. étançon. on nomme encore de même une pierre ou autre corps dur, que l'on met sous un levier, pour lui donner de la force, et sous la roue d'une charrette, dans une pente pour l'arrêter. Pl.)

Braster o feiz en doueed ha nerzh o glanded, setu an daou skor m’en em harpe warno mibien Vanos d’o c’has da benn.

1923
Daveenn : SKET p.76

O gwerzhet n’em eus ket d’an estren ; bet on dezho ur skor, ur c’huzul, ur skoed-gwareziñ.

1923
Daveenn : SKET p.71

Gwelout a reas ar bugelig kousket. Mat e kavas e gemerout da advab ; e vennigañ a eure hag e lavaras : « Bravat skor e vo ar bugel-mañ d’an doueed en o stourmad ouzh ar ramzed du ! »

1924
Daveenn : SKET.II p.9

reiñ skor da

1931
Daveenn : VALL pg assister (aider)

skor

1931
Daveenn : VALL pg adjuvant, aide, appui

Ur burzhud bras a-berzh an Neñv / He dije plac'h, e-lec'h gour kreñv, / Kefridi start da gas da benn / O reiñ deoc'h skor ouzh marv tenn.

1960
Daveenn : PETO p59

Aviusoc'h eo stad lapoused ar C'hrouer / Rak, ouzh o fasturañ, Doue an Tad a vourr. / Padal emaomp hep skor e-kreiz ur gernez yud / A laosk, en hor c'heñver, didruez-kaer, an dud.

1960
Daveenn : PETO p32

C'houi [c'hwi], Mestr an douar hag ar mor, Deomp, Salver Jezuz, roit skor Da c'houzañv, habask hag hep klemm, An taolioù skourjez hag a flemm.

1960
Daveenn : PETO p26

Dezhi e oa evel p'he dije kollet kement skor, hag aet kuit diouzh he buhez evel pa vije bet aet er-maez eus un ti, hag e vije neuze o sellet outañ eus an diavaez, eus an traoñ, eus un hanter metr uhelder, hervez diarsell ur c'hi, diarsell ar bugel a oa bet gwechall, pa oa deuet he zud da chom er gêrig.

2023
Daveenn : DREAM p. 17

Notennoù studi

Skrivañ a reas ar Gonideg e GON.II e veze lavaret "speûrel" e Bro-Gerne evit menegiñ ar memes tra.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial