Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. 1. Lakaat ur skor, skoroù ouzh udb. d'e zelc'her en e blom pe difiñv. Skorañ un daol. Skorañ ur vag, ur c'harr. Koulskoude em boa skoret mat ar rod. Daou biler a oa o skorañ an ti. [1925] [A]r mevel a skoras ar c’harroñs dirak ti ar brigadier. HS. blodañ (harpañ), skoilhañ. & Moger-skorañ : moger harpañ. 2. Dre skeud. Skoazellañ. [1923] Skorit an intañvezed. & Skorañ ul labour : ober udb. evit ma'z afe buanoc'h. Evit skorañ labour an ostilhoù, an hadañ zo bet graet a roudennoù. HS. harpañ. II. V. rag. 1. V. em. EN EM SKORAÑ (WAR) : en em ziazezañ (war). 2. V. kenem. EN EM SKORAÑ : en em skoazellañ. O rannañ joaioù ha poanioù, oc'h en em skorañ e pep tra.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

skoriañ

1850
Daveenn : GON.II pg skôra

skorañ

1850
Daveenn : GON.II pg harpa, skôla, skôlia, skurzein, speûrella, tiñta

skorañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg percha

skorañ

1850
Daveenn : GON.II pg skoazia

skolañ

1850
Daveenn : GON.II pg skôla, skôra

skoliañ

1850
Daveenn : GON.II pg skôlia

skoret

1850
Daveenn : GON.II pg skôra

skolet

1850
Daveenn : GON.II pg skôra

deut da skorañ ac'hanon, pe e kouezhin

1850
Daveenn : GON.II pg skôra

skoret eo an ti

1850
Daveenn : GON.II pg skôra

skorit ar c'harr

1850
Daveenn : GON.II pg skôra

Ha ne dalv ar gragez / A zo tener ha mat, zo o buhez karet, / Karet o bugale, karet o friejoù, / A zo ar vein-oaled a domm ar c'halonoù, / Ar c'hantolorioù kaer zo warno sklêrijenn, / Goulaouennoù an ti, evel heol an neñvoù, / Evel louzaouennoù a bare pep anken, / O dorn atav noz-deiz a bep tu o viret, / Dre 'r wenodenn ma'z eomp, na vemp gant drein toullet, / Ha ne dalvont ar boan, lavarit din bremañ, / E ve ar gragez-se termet dindan ar bec'h, / E vent-i skoaziet start ha skoret gant ar vrec'h / He deus bet digant Doue ar galloud d'o harpañ ?

1867
Daveenn : MGK p141-142

N’eus ganeomp nemet ur bedenn d’an doueed : ma aotreint deomp da adgwelout un deiz hag, ac’hann di, m’az skorint ha ma roint d’az kalon an holl levenez a hetomp dit.

1923
Daveenn : SKET p.105

Skorañ

1923
Daveenn : SKET p.190, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Soutenir".

Anat dezhañ diwar-se ez oa spesoù, nemet ez oant spesoù dinoaz, e nac’has klask adarre e nep doare digeriñ emziviz ganto ; e venoz a reas, avat, d’o skorañ kement ha ma c’hellje den krouet hen ober.

1923
Daveenn : SKET p.115

Doujit an doueed ha beleien an doueed, ha santualoù an doueed ; azaouezit ar gozhidi ; bezit trugarezus ha gwarezus d’ar merc’hed ha d’ar vugale ; skorit an intañvezed, an emzivaded, ar re wasket !

1923
Daveenn : SKET p.51

Dre-se o toujañ da c’hlanded o Gouenn, e vijent bet skoret da virout glanded o c’horf hag o dlead din-me.

1923
Daveenn : SKET p.112

Un devezh ar marc’heg hag e vamm a ziskennas d’ar bourk : ar mevel a skoras ar c’harroñs dirak ti ar brigadier.

1925
Daveenn : BILZ2 p.154

skorañ

1931
Daveenn : VALL pg aider, appuyer, assister

O chom edo, e gwirionez, en un tour, klozet diouzh an diavaez - diouzh ar bed -, gant mogerioù kozh, uhel, fetis, ha strizh-kenañ digoroù e brenistri houarn-barrennet [sic, "houarnvarrennet"]. Ha skoret, ouzhpenn, e vogerioù mein tev, gant harpelloù-mein ken tev all.

1949
Daveenn : SIZH p.46

E-doug hor buhez, beleien da viken, / Ha koulz ha dec'h ne ve ket hiviziken / An holl sakramañchoù 'rofemp d'an dud vat / D'o skorañ da vevañ ha mervel ervat ?

1960
Daveenn : PETO p18

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial