Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Lavaret (udb.) en-dro, un eil gwech. & Trl. Lavaret hag adlavaret : lavaret meur a wech diouzh renk an hevelep tra. Ne baoueze ket a lavaret hag adlavaret d'an dud : dihunit ! 2. Trl. Adlavaret komzoù ub., adlavaret udb. war-lerc'h ub. : lavaret ar pezh zo bet, zo o paouez bezañ lavaret gantañ. Adlavaret komzoù e gelenner.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Evit Kaldeiz hag Ejiptiz, a zo, moarvat, eus an holl bobloù am eus gweladennet ar re goshañ hag ar re zesketañ, pe ne zisklêriont netra diwar hor penn, pe adlavarout ne reont ken ar pezh o devez klevet gant ar C’hresianed.

1923
Daveenn : SKET p.33

— Petra a c’hoarvez ganti ? a adlavare ar mestr dezhañ e-unan… Biskoazh he fenn fall n’he devoa bet graet !… Petra ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032 (Gouere-Eost 1924)

Adlavaret ha meuraet gant an heklev, e voe douget ar youc’hadeg anezho betek bolz an neñv.

1924
Daveenn : SKET.II p.55

Ha gant un druilhad bugale a-zistribilh eus da zavañjer ! a adlavare an tad.

1925
Daveenn : BILZ2 p.150

Ur wech kanet e voe lennet, ha neuze roet goustadik, ger dre c'her, lavaret hag adlavaret evel ma tigejer o zaolennoù da vugale c'hwec'h vloaz o tegouezhout evit ar wech kentañ er skol.

1985
Daveenn : DGBD p140

"Amoedaj an hini eo," a adlavar Sotiropoulos en deus skiant-prenet hag a oar gortoz ar c'houlz evit tagañ.

2015
Daveenn : EHPEA p72

Anat eo, met gwelloc'h eo adlâret an dra-mañ kuit na vefe gwelet ar memes re o tiyalc'hañ bepred...

2015
Daveenn : DISENT p86

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial