Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kemenn skrivet e lizherennoù bras war ur follenn baper pe garton, war ur plankenn, h.a., a ra anv eus un difenn, ur werzh, h.a. Emañ an ti-se da werzhañ, ur skritell zo ouzh an nor. Tachañ ur skritell. 2. Follenn baper voull a lakaer a-wel ouzh ur voger evit kemenn udb. (ur gouel, ur vanifestadeg, h.a.) d'an dud he lenno. Ur skritell vruderezh. Ur skritell sinema. Pegañ skritelloù. [1954] Peget e veze ganto bemnoz war an tiez ha war beulioù ar pellgomz pikoloù skritelloù, diframmet bep tro gant ar polis da c’houloù-deiz ha ma lenned warno : « Ouzh ar groug, ar c’hrouger ! » [...]. HS. liketenn. 3. (er straedoù, ouzh talbennoù an tiez) Panell livet a gemenn ur stal. DHS. barr-ti.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

skritelloù

1732
Daveenn : GReg pg écriteau (affiche)

skritell

1732
Daveenn : GReg pg écriteau (affiche)

skritell

1850
Daveenn : GON.II pg skritel (écriteau, inscription en grosses lettres pour donner un avis au public. affiche. étiquette).

skritelloù

1850
Daveenn : GON.II pg skritel (écriteau, inscription en grosses lettres pour donner un avis au public. affiche. étiquette. Pl.)

skritell

1931
Daveenn : VALL pg affiche

stagañ ur skritell

1931
Daveenn : VALL pg afficher

Peget e veze ganto bemnoz war an tiez ha war beulioù ar pellgomz pikoloù skritelloù, diframmet bep tro gant ar polis da c’houloù-deiz ha ma lenned warno : « Ouzh ar groug, ar c’hrouger ! » pe « Kae kuit gant ar vezh, bourev milliget, anez-se e vi lazhet ! »

1954
Daveenn : VAZA p.183

Ne oamp ket c’hoazh erru e Dukark, e c’hourc’hemennas din ar c’habiten pediñ an Aotrou Farigoul da zont d’e vete, hag e-keit m’edon o klask ober diouzh va c’hefridi, e lennis war ur skritell peget ouzh dor ur gambrig : M. Lhéritier, premier valet de chambre de l’Elysée… Hopala, mut’hu [emezit-c'hwi] !

1954
Daveenn : VAZA p.147

Mar deufe Haakon da vezañ faezh un dro bennak gant e vicher roue e c’hellfe gounit aes-tre e vara en ur sirk : The biggest giant in the workd ! e lennjed neuze war ar skritelloù.

1954
Daveenn : VAZA p.169

E ti-kêr ur vourc'hadenn a vro-Gerne. Speget ouzh ar mogerioù, skritelloù paper gros ha gwenn-louet, warno, e lizherennoù bras, talbennoù a seurt d'ar re-mañ : DEKRED EUS AN ASAMBLE NASIONAL, LEZENN, AVIZ, REGLAMANT, ORDRENAÑS.

1960
Daveenn : PETO p11

Deuet int memes tra en noz teñval, e-kreiz miz Genver da begañ ar skritell a lavare e oa an enklask da vezañ dalc'het eus penn kentañ miz C'hwevrer betek ar bevarzek a viz Meurzh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.2

Skritelloù o luiñ ar gazetennerion, ha muntr ebet evit tec'hout diouzhomp an aner-se? Pebezh droukchañs!

2015
Daveenn : EHPEA p20

Divoull eo ar bestal gant al lousnezh, peget outi un nebeud skritelloù dister.

2016
Daveenn : BARDF p. 209

Ofis publik ar brezhoneg