Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. 1. [1931] Lakaat (ub.) da dreiñ sot, genaouek. Sodiñ speredoù an dud. & Lakaat (ub.) da grediñ traoù diboell. Ar merc'hed a sode ar bugel-se. 2. Lakaat ub. da goll e greñv warnañ e-unan, da fuloriñ, da bennfolliñ. Ar vugale n'eo ket diaes sodiñ anezho. Un taol spont evit sodiñ penn an alouberien. II. V.g. A. (db. an dud) 1. [1909, 1931] Treiñ sot. Erru on prest da sodiñ. 2. Mont e kounnar vras. Darbet e oa dezhañ bezañ sodet pa oa difennet outañ evañ gwin. Pa grog hennezh da sodiñ e torr pep tra. 3. Pennfolliñ. Pa ne oan ket sodet gant ar spont en deiz-se, ne sodin ket biken. B. SODIÑ GANT UB., UDB. : bezañ troet gantañ, douget dezhañ betek koll e skiant. Sodet eo gant ar goantenn-se. Sodet eo gant ar plantennoù-se. C. (db. an amzer, an avel) Mont diroll. Krog eo an amzer da sodiñ.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

sodañ

1909
Daveenn : BROU p. 421 (devenir sot)

sodi

1931
Daveenn : VALL pg abrutir (devenir abruti)

sodañ

1931
Daveenn : VALL pg abrutir

Peadra da lakaat da sodiñ tud yaouank nebeutoc’h prederourien egedomp.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Notennoù studi

S.i.o. asodañ.

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial