Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ger a zistager evit degas ur respont diasur, un digarez. «Da betra out aet d'ober an dra-se ? - Atoue, ma mamm he doa serret an nor ouzhin. » « Dibunit ho kentel ! - Atoue, kollet em boa ma levr. » [1954] D’abardaez ’vat e voen galvet da gambr rener ar skolaj : « Ac’hanta, mabig, petra ’ c’hoari ganit ? – Ataoe, Aotrou, ne dalv ket ar boan lakaat va anv, peogwir ned in ket amañ da vloaz, rak o vezañ n’on ket troet da vont d’ar c’hloerdi bras, n’emañ ken va mamm-gozh, hervez va zas, e-sell da baeañ evidon ». HS. feiz. & Ger a zistager da zegas un displegadenn, da lavaret petra emeur o vont da ober. « Hennezh a vez dalc'hmat o c'hoarzhin. - Atoue, me a zistago ar c'hoarzhin dioutañ ! » « Atoue, d'ar c'houlz-se ne oan ket pinvidik. » 2. Trl. Atoue zo : evelkent. Ne vo ket lakaet an doubier lous-se war an daol, atoue zo. & Atoue sur : troienn a ra ar c'homzer ganti evit reiñ e ali, degas un displegadenn. Atoue sur mar deuer amañ n'eo ket hepken abalamour d'ar plijus m'eo al lec'h. A toue sur, e-pad pemp deiz n'o deus ket paouezet da hadañ gevier.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

atou

1927
Daveenn : GERI.Ern pg atoue

ato

1927
Daveenn : GERI.Ern pg atoue

atoue

1927
Daveenn : GERI.Ern pg atoue

atoue zeu !

1927
Daveenn : GERI.Ern pg atoue

atoue

1931
Daveenn : VALL pg ah, bien

Toue sur !

1931
Daveenn : VALL pg aller (allons donc; ironiq.)

ato

1931
Daveenn : VALL pg ah (ma foi, réponse vague)

atoue

1931
Daveenn : VALL pg (eh) bien (oui)

atoue

1931
Daveenn : VALL pg (eh) bien (oui)

Atoue zeu !

1931
Daveenn : VALL pg aller (allons donc; ironiq.)

D’abardaez ’vat e voen galvet da gambr rener ar skolaj : « Ac’hanta, mabig, petra ’ c’hoari ganit ? – Ataoe, Aotrou, ne dalv ket ar boan lakaat va anv, peogwir ned in ket amañ da vloaz, rak o vezañ n’on ket troet da vont d’ar c’hloerdi bras, n’emañ ken va mamm-gozh, hervez va zad, e-sell da baeañ evidon ».

1954
Daveenn : VAZA p. 68

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial