Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Abadenn sonerezh zo kaset en-dro gant ul laz-seniñ. [1954] An deiz diwezhañ, e fellas d’an admiral Thierry hor c’has d’ober ur sonadeg war vrasañ leurgêr, ha pedet e voemp goude d’adverenniañ e ti-kêr.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Mallozhioù, hudurniezh, blejadeg, breugeudoù, brammoù, ur sonadeg dibaouez betek ma son ar c’hleroner « lazhañ ’r gouloù » da 10 eur. Hini ha hini, e serront o genou hag o daoulagad…

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

An deiz diwezhañ, e fellas d’an admiral Thierry hor c’has d’ober ur sonadeg war vrasañ leurgêr, ha pedet e voemp goude d’adverenniañ e ti-kêr.

1954
Daveenn : VAZA p.89

Kaset e veze dezhañ da lenn roll ar sonadeg hag alies e skrive war vevenn ar baperenn-se ar pezh a blijfe dezhañ klevout, da skouer kozh c’hoari-ganoù [c’hoariganoù ] evel Lakmé, Les Mousquetaires au Couvent, la Mascotte, Madame Angot, traoù krouet e-pad e yaouankiz, ha mousc’hoarzhin a raen o welout anezhañ o vommañ goustadik ar ment en ur vouskanañ emichañs a-gevret gant hor binvioù.

1954
Daveenn : VAZA p.152

Abaoe 2003 e ra war-dro aozañ sonadegoù arzourien hengounel a Yakoutia

2014
Daveenn : MINOB p3

Pa vez raksoñjet er frejoù-se ez eus tu d'en em aozañ o sevel sonadegoù skoazell da skouer [...]

2015
Daveenn : DISENT p86

Ofis publik ar brezhoneg