Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. A vam an den, ar spered. Kavout a rae istorioù souezhus ha burzhudus da gontañ din. Ober a reas ur vad souezhus e Montroulez. Souezhus-bras e oa ur seurt arvest d'an dud. Biskoazh den n'en deus graet traoù souezhusoc'h. DHS. dreistordinal, burzhudus. HS. estlammus, sebezus. 2. Doar. (dirak un av. pe dirak un islav.) Souezhus eo : troienn a dalvez da ezteuler n'emeur ket, ne oad ket, o c'hortoz udb. da c'hoarvezout. Souezhus eo o dije ankouaet ha dilezet ur c'hoari a blije kement d'o zud-kozh. Souezhus eo pegen dister e oa ar gouel-mikaelioù a baeed d'an dudjentil gwechall. & (dirak un av. pe dirak un islav.) N'eo ket souezhus : troienn a dalvez da ezteuler emeur pe e oad o c'hortoz udb. da c'hoarvezout. N'eo ket souezhus gwelet bugale o tineizhañ laboused bihan. N'eo ket souezhus na blije ket kalz ar skol d'ar paotr. II. Adv. 1. En un doare a souezh ub. Ar gwinizhennoù tennet o freuzañ a gaeray souezhus. Hi a goeñvas ken souezhus ma torras prenn he gouriz. 2. G. pouez. Kement ken ma souezh ub. Brav-souezhus evel ma oa darn eus o skridoù.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

souezhus

1732
Daveenn : GReg pg admirable, étonnant (merveilleux)

souezhus

1732
Daveenn : GReg pg étonnant (merveilleux)

ne gavan ket an dra-se ker souezhus

1850
Daveenn : GON.II pg souézuz

souezhus

1850
Daveenn : GON.II pg souézuz

souezhus

1850
Daveenn : GON.II pg saouzanuz, souézuz

Mentek ez oa, kreñv ha mistr ; aes ober ganti, digroz ha didabut, tra souezhus evit ur ramzez.

1923
Daveenn : SKET p.41

Souezhusañ stêr eus holl stêrioù an tri bed eo an Dumnisa.

1924
Daveenn : SKET.II p.47

souezhus

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXII, admirablement

Souezhusoc'h eo c'hoazh traonienn Mor an Hanternoz. Dizoloet ez eus bet eno, n'eus ket gwall bell, ur steudad fozioù, a zo bet studiet gant ar Saozon da gentañ, ha neuze gant ar C'hallaoued ivez.

1943
Daveenn : TNKN p28

Va istor-me a vo kaer neuze, rak un teñzor a zo ennañ, a zo prizius, souezhus, burzhudus.

1944
Daveenn : ATST p.43

Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p5

Un degouezh souezhus a verkas ma zremenidigezh e rejimant Sant-Brieg.

1944
Daveenn : EURW.1 p.199

N’em eus ket a soñj ken petra o doa respontet, mes, sur, o doa graet d’o c’herent ur respont faos, rak ar wirionez en o genou a oa un dra souezhus evel pempvet troad ar maout.

1944
Daveenn : ATST p.37

Un dra souezhusoc'h avat a zo c'hoarvezet : deuet eo al Liberia da vezañ kentañ bro ar bed evit al listri-koñvers.

1985
Daveenn : DGBD p21

Souezhusat tra, ar stuz-se iskis ha lu a oa pell a lakaat ac'hanon da c'hoarzhin.

2012
Daveenn : DJHMH p. 85

Ar pep souezhusañ koulskoude eo e zalc'h. Emañ en e c'hourvez war e c'hwen, serr e zaoulagad ha kroaziet e zaouarn war e vruched. Evel pa vije bet lakaet gant unan bennak e doare da vezañ beziet.

2015
Daveenn : EHPEA p34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial