Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Santad a sav en den dirak un dra, un darvoud dic'hortoz, divoas. Digeriñ a rae e veg gant ar souezh. Tuchant e vo souezh ganeoc'h ! 2. Trl. Kemer souezh : bezañ souezhet. [1878] Arabat eo deoc’h kemeret souezh o welet ac’hanon o sellet ker pizh-se ouc’h an traoù : c’hoant am boa da c’houzout piv a yoa bet dre eno. & Ober souezh : bezañ souezhet. Ne ran ket souezh eta ouzh e welet ken barrek. & Bezañ souezh : bezañ souezhus. N'eo ket souezh e vije c'hoarvezet gwall ganto. [1877] Skuizh e oamp, n'eo ket souezh : kousket c’hwek a rejomp holl betek antronoz vintin ; nemet unan ac’hanomp, pep hini d’e dro, a yoa chomet dihun evit ober ar ged. & Kavout souezh en udb. : bezañ souezhet gantañ. Krial a reont neuze, piv a gavfe souezh en dra-se? II. B. 1. Tra souezhus. Ur souezh eo ho pefe klasket ober se. 2. Trl estl. (distag diouzh e genarroud) Ur souezh ! : troienn a reer ganti evit diskouez pegen souezhet eur gant un dra, un darvoud emeur o paouez ober anv anezhañ. Ar ramz-se a oa kreñv, ur souezh. Dilhad kaer, ur souezh! HS. bam, marzh.

Skouerioù istorel : 
34
Kuzhat roll ar skouerioù

souezh

1499
Daveenn : LVBCA p186

souezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg admiration

souezh eo genen [ganin]

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ie trouue) étrange

n'eo ket souezh kement-se

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ce n'est pas) merueille

leñvañ gant souezh pe gant anken

1732
Daveenn : GReg pg (s') écrier

souezh eo ganin

1732
Daveenn : GReg pg (je trouve) étrange

souezh vezo gantañ

1732
Daveenn : GReg pg (il trouvera) étrange

gant ur souezh vras

1732
Daveenn : GReg pg admiration

souezh

1732
Daveenn : GReg pg admiration, étonnement (surprise, admiration)

souezh bras

1732
Daveenn : GReg pg admiration

souezh

1732
Daveenn : GReg pg admirateur, admiration, étonnement (surprise, admiration)

souezh

1850
Daveenn : GON.II pg soéz

souezh

1850
Daveenn : GON.II pg saouzan, souec'h, souez

souezh

1850
Daveenn : GON.II pg soéz

souezh

1850
Daveenn : GON.II pg souec'h, souez

bras e oa e souezh pa welas ac'hanon

1850
Daveenn : GON.II pg souez

gant ur souezh vras em eus e glevet

1850
Daveenn : GON.II pg souez

ur souezh eo e gwelout

1850
Daveenn : GON.II pg souez

souezh

1850
Daveenn : GON.II pg souez

— « Paotr-koz, eme he-man, arabad ho pe souez ! »

1867
Daveenn : MGK p101

Evel-se, n'eo ket hep souezh mard oa karet dre ar vro menec’h Sant-A[l]bin.

1877
Daveenn : EKG.I. p.34

Va c’hrediñ a c’hellit, n’eus ket bet biskoazh falloc’h soudarded, ha n’eo ket hep souezh, rak an darn vuiañ anezho n’oant bet biskoazh krog e fuzuilh ebet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.309

Katell Eukat a yoa bev c’hoazh pa deuas an Aotrou Krenn eus e fallaenn, rak en ur gouezhañ er puñs e oa semplet, ha n’eo ket souezh : ur gwall-lamm e oa ivez hennezh, kouezhañ war ar penn en ur puñs don ; meur a hini a vije semplet evit nebeutoc’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.84

Skuizh e oamp, n'eo ket souezh : kousket c’hwek a rejomp holl betek antronoz vintin ; nemet unan ac’hanomp, pep hini d’e dro, a yoa chomet dihun evit ober ar ged.

1878
Daveenn : EKG.II p.11

Arabat eo deoc’h kemeret souezh o welet ac’hanon o sellet ker pizh-se ouc’h an traoù : c’hoant am boa da c’houzout piv a yoa bet dre eno.

1878
Daveenn : EKG.II p.42

Ur souezh ar mogerioù maen-se a lavarfec’h ez int bet savet gant dorn ar ramzed a bantennadoù krec’hioù hag a dolzennoù roc’h a-bezh distaget diouzh tor ar menezioù !

1923
Daveenn : SKET p.15

Gwellañ buoc’henned laezh a gement a oa e buorzh Vissurix ha Velia ez oant-i, ha souezh n’eo ket o vezañ anat e raent o-zeir holl dorad "Glazenn ar Gov".

1924
Daveenn : SKET.II p.15

ur souezh !

1931
Daveenn : VALL pg admirablement

souezh

1931
Daveenn : VALL pg admiration

Ha me ha kas ul lizher d’ar Rener, an Aotrou Orhant, da ginnig skridoù diwar-benn Breizh ha Bro-Gembre. Souezh ! Hemañ a respontas din gant birvidigezh e vije laouen d’ober anaoudegezh ganin, ha da embann ma faperoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.139

Pebezh souezh !

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

Ne voe klevet en holl gazetennoù nemet meuleudi ha souezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.101

An emgav a oa da vintin Ha dizale 'sono sklintin Kloc'hig an Ave Maria. N'eo ket souezh int diegus; Ar bedadenn 'zo ken hegus Ma ra dezho trevariañ.

1960
Daveenn : PETO p13

Ha koulskoude un devezhiad heol er c'hoad meur, pa vezer en amzervezh sec'h (homañ a bad dre vras [dre-vras] eus dibenn miz mae betek war-dro hanter miz gwengolo) a zo un darvoud dudius evit an den : fresk an amzer, ur souezh, skañv ha laouen an aer.

1985
Daveenn : DGBD p56

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial