1. Str.
Gwez bihan pe grenu, dreinek-kenañ, o anv spesad Crataegus monogyna, dezho bleuñv gwenn pe roz ha frouezh bihan arruz, a gresk er girzhier.
Ur bod sperngwenn. Ur c'harzhad spern-gwenn. Ar spern-gwenn a veze bleuñv war-lerc'h ar spern-du.
2. H.g.
Koad ar gwez-se end-eeun.
Ur vazh spern-gwenn.
Daveenn :
GReg
pg buisson (ardent, buisson où Dieu apparût à Moyse, que les Rabbins disent avoir été une aubépine, d'où cet arbrisseau a aussi pris son nom)
D’ar c’houlz-bloaz-se ivez, ar spern-gwenn, ar spern-trechonek ha kant ha kant a wezigoù goloet a vleunioù c’hwezh-vat a gaera lezenn ar glazennoù, ar stankennoù, an tevennoù ha lein an tornaodoù.
D’ar c’houlz-bloaz-se ivez, ar spern-gwenn, ar spern-trenchonek ha kant ha kant a wezigou golôet a vleuniou c’houez-vat a gaera lezenn ar glazennou, ar stankennou, an tevennou ha lein an tornaodou.