I. H.g.
1. Sklêrijenn splann.
Splannder an deiz zo bihanaet gant an erc'h o kouezhañ.
An deiz n'eo nemet ar splannder a daol an heol war an douar.
2. Dre skeud.
Perzh ar c'homzoù, ar mennozhioù zo anat d'an holl.
D'ar mare-se en em zispako e ijin en e splannder.
II. G.
1. Tra a vam dre e berzhioù dibar, e gened dh.
Soñjal e splannder kevrinus ar grouadelezh.
Splannderioù hor c'hornig-bro.
2. Kened.
Goude ma marv e welot ar manati kozh-se oc'h adkemer e splannder a-wezhall.
s.o. sked.