splann
splannañ
splannoc'h
splamm
splann
E-kreiz noz, diouzh m’emañ brud, pa vez an oabl o hinoniñ hag al loar o skediñ en neñv, e teu an anaon illur sebeliet eno er-maez eus o bezioù da analat ar gouyender dindan an amzer splann ; azezañ a reont a-strolladoù war gern ar c’hrugelloù hag e kenbrezegont laouen en ur arvestiñ ouzh an neñv hag ouzh ar mor (2).
splann
splann e…
Un toullad mat anezho a gaver a-hed aodoù Breizh, splann pe splannoc'h.
Bez' e c'heller he heuliañ betek -30m. da nebeutañ, strizh a-walc'h, ha ker splann ha ma 'z eo ar stêr p'emañ o tiboukañ en aber ar Gelveneg.
- Te 'zo va aveler, emezi, neuze, yaouankiz en he lagad. Reiñ a reas dezhañ un taolig en-dro gant he benvegig splann ha bresk e-giz eskell ur valafenn.
Gouhin he chupennig wenn, stardet en dargreiz vistr, a lakae splannoc'h puilhentez ar brennid balc'h, ur bonnner a rozenn liv ar gwad bev o flamminañ warnañ.
P'am eus graet c'hoazh ur wech anv eus Boué de Lapeyrère, fellout a ra din menegiñ un darvoud dister a-walc'h, met biken ne gavin gwelloc'h pleg da ziskouez anat ha splann pegen dilorc'h ha distro e veze an darempredoù etre ofiserien ha martoloded.
Hañv-goañv, forzh penaos e teurveze d'ar mor bezañ, splannoc'h eget ur melezour pe ken kounnaret hag un diaoul dichadennet, boulc'het ha kaset e veze da benn, a-wechoù deiz ha noz, pleustradegoù a bep seurt, da skouer : tennañ war listri kozh, kerreg en donvor, pe razelloù stlejet gant bigi-dre-dan, leviata, treiñ war du-mañ-tu, ha tu evit tu, ar skouadrenn a-bezh pe dre rannlistri an eil war lerc'h egile, stlepel tarzherezed hag o gwintañ goude war vourzh, eveshaat ouzh ar splujerien, kargañ glaou-douar a-dizh pe boledoù a bep seurt ment, gedal ouzh an tarzherien, hag ur bern traoù all ouzhpenn, hag e tu-hont da se kenteliañ a-hed ar bloaz pep rummad martoloded : skol ar ganolerien, skol ar fuzuilherien, an darzherien, al levierien ha zoken ar wernerien, daoust ha ne veze pell 'zo kel ebet nag eus gouel nag eus lien.
Ac’hañ'ta [sic, Ac’hanta], flatret e voe raktal d’ar Prefed, ha gant mil boan e teuas a-benn da ziskouez anat ha splann n’en devoa morse labezet nag ar Republikaned nag ar… « Barizianed leun a vreinadur ».
Nag an oabl pa vez en e splannañ, nag al lin en e vleuñv, na daoulagad ar c’hlanañ [m]eleganez, nag ar glizin luskellet ’mesk ar gwinizh gant aezhenn domm miz Eost, mann, n’eus mann war an douar hag a dalvfe bezañ lakaet kemm-ouzh-kemm gant an dour glas, ken kuñv, ken tev ha ken treuzwelus war an dro, a gousk eno, el lec’h benniget-se.
Ar goañv a oa, en taol-mañ, met adkavout a ris kêr ken splann ha ken flamm hag ar wech kentañ, siouloc'h hepken marteze dre ma oa ar sul anezhi.
Ha goude-se, d'abardaez, p'oc'h bet a-hed un devezh-labour o c'hoari cowboy, person, baraer ha kere dirak saliadoù damgousket pa zamc'hoapaus, n'hoc'h eus ken c'hoant, ur wech distro d'ar gêr, n'ouzit ket ivez dre beseurt burzhud, rak ne oa ket re splann an hent dirak ho taoulagad ha ne oa ket re sklaer ho penn, neuze n'hoc'h eus ken c'hoant nemet gourvez, kaout sioulder, ha disoñjal pep tra, disoñjal pep tra...
Tresoù ar savadur a weler splannoc'h ha merzout a c'hall an nen pegen linennek eo an arz gotek, linennoù eeun, linennoù kromm, linennoù o weañ, linennoù o tremen gwech dre zindan, gwech dreist ar re all.
Gallout a reer implijout ivez gwiskamantoù evit ma vefe [vo] splannoc'h an traoù.
C'hoariit ar c'houblad amourouzien, an dremenidi prederiet, al labourerien o vont d'o labour gant pres warne... hag evel-just cheñchit ho look kuit na vefe tres splann ur "stourmer" warnoc'h -badjoù, piercing, stumm ho plev, dilhad disheñvel betek re...-
"Forzh penaos, ne vin ket kaset d'un tu bennak en Europa," a lavar din splann gant an hevelep neuz ankeniet.
Splann eo istor ar paourkaezh P. B., un den gopret gant N. hag en doa diskroget diouzh e labour.
Meur a dra a oa da rebech d'ar patron eta : felladenn a dec'h, chom hep bezañ sikouret un den en arvar, feulster splann...
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
splannaat