Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Perzh a ra d'udb. bezañ dreist d'udb. all, talvoudusoc'h eget udb. all. Splet rannadur al labour eo arboellañ an amzer hag an arc'hant. 2. Gounid. & Trl. Tennañ splet eus udb. : ober e vad anezhañ. Tennañ splet eus an noz evit diskuizhañ. 3. Kresk eus kementad, talvoudegezh udb. Ober splet. Ar ouenn avaloù-douar-mañ a ra muioc'h a splet eget ar ouenn-se. 4. Gwered. An dra-se ne reas ket kalz a splet warnon. II. G. Takennig. Ur splet gwinegr. HS. strilh.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

splet

1732
Daveenn : GReg pg acquit

splet

1732
Daveenn : GReg pg avantage (profit)

splet

1850
Daveenn : GON.II pg splét, spléd

splet

1850
Daveenn : GON.II pg splét, spléd

splet

1931
Daveenn : VALL pg avantage

splet

1931
Daveenn : VALL pg acquit, avantage

En ur savadur all, pelloc'h c'hoazh alese, e oa bet tennet splet eus ar skiant prenet war chanter Kemper.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 18

Adal an deroù em boa bet c'hoant tennañ splet eus ar c'halvezouriezhoù kempred evit al lec'hiennoù henoniel hag ar mirdioù.

2015
Daveenn : EHPEA p397

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial