1. Lavnenn.
Ur spletennig peget ouzh ur follenn d'he zreiñ.
2. Pezh a zalc'h gwinterell ur wikefre, a laka ur wikefre da vont en-dro pa vez dilec'hiet, pa vez pouezet warnañ.
Stignañ lasoù dalc'het gant spletennoù. Spletenn un arm-tan.
HS. draen(enn), pluenn.
3. Lavnenn vetal riñvedet ouzh golo ur c'houfr hag a ya tre e-barzh ar grogenn p'en prenner.
4. Momeder (1).
Spletenn an horolaj.
5. Gwalenn a dro war dremm an eurieroù evit diskouez an eur.
Spletenn an horolaj he deus kerzhet e-pad an amzer-se.
HS. biz, nadoz(enn).
6. Spletenn-gompaz : nadoz-vor.
En em gallet eo daoust d'ar spletenn-gompaz en deus prenet.
HS. kompaz.