I.
1. STEREDON.
Unanderenn stered.
&
Trl. kv.
Bezañ kaer, koant evel ur steredenn : koant-kenañ.
&
Gwelet kant steredenn o lugerniñ : bezañ badaouet gant un taol war ar penn.
2. (gant ur bennlizherenn-dal)
Steredenn ar C'hi : ar steredenn he anv skiantel Sirius.
&
Steredenn ar Vartoloded : ar steredenn he anv skiantel Polaris.
&
Steredenn al labourer, Steredenn an Heol : ar blanedenn Wener.
&
Trl.
Gouel ar Steredenn : Gouel ar Rouaned, d'ar c'hwec'h a viz Genver gwechall, bremañ d'ar Sul kentañ war-lerc'h ar c'hentañ a viz Genver.
3. Nep tra a zegas da soñj neuz ur steredenn.
Ur steredenn pemp brec'h, c'hwec'h brec'h. Ar Yuzevien o doa ur steredenn velen war o dilhad e-pad ar brezel-bed diwezhañ. An aoter a oa goloet a steredennoù aour.
4. Arouezenn a dalvez da renkañ an traoù, an dud hervez an dalvoudegezh a roer dezho.
Ur preti teir steredenn. Ur jeneral div steredenn.
5. Gwri graet en ur pezh dilhad, dezhañ stumm ur steredenn.
Ober ur steredenn en un hiviz.
II. Dre skeud. (db. an dud)
Den hollvrudet evit e varregezh war an arz prl.
Ur bern tud a stoue dirak ar steredenn nevez.
&
Trl.
Steredenn ar mor : anv roet d'ar Werc'hez Vari gant ar voraerien.
III.
Planedenn.
Hor stad zo truezus, hor steredenn kalet.
Daveenn :
GReg
pg comete (corps celeste & lumineux; amas de plusieurs petites Etoiles, selon Bettinus), constellation (amas de plusieurs Etoiles qui represente quelque figure, ou ligne), étoile
Me a wel ur steredenn.
Mé a wél eur stéréden
1850
Daveenn :
GON.II
p.61, livre second, "Je vois une étoile".
diverz eo ar steredenn-se
diverz eo ar stéréden-zé
1850
Daveenn :
GON.II
pg diverz
ur steredenn
eur stéréden
1850
Daveenn :
GON.II
pg eur
goulaoui a ra evel ur steredenn
goulaoui a ra ével eur stéréden
1850
Daveenn :
GON.II
pg goulaoui
steredenn
stéréden
1850
Daveenn :
GON.II
pg stéréden, stéren
steredennoù
stérédennou
1850
Daveenn :
GON.II
pg stéréden
steredenn lostek
stéréden-lôstek
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg stéréden (-lôstek)
steredenn varkek
stéréden-varvek
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg stéréden (-lôstek)
steredenn vlevek
stéréden-vlévek
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg stéréden (-lôstek)
Ur steredenn a welan.
Eur stéréden a wélann
1850
Daveenn :
GON.II
p.61, livre second, "Je vois une étoile".
steredenn
stéréden
1850
Daveenn :
GON.II
p.18, livre premier, "étoile".
A-vec’h ur steredenn en em zispak ur wech [a]n amzer evit diskouez e pelec’h emañ an Aotrou Doue.
A veac’h eur stereden en em zispak eur veach enn amzer evit diskouez e peleac’h eman an Aoutrou Doue.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.94
steredenn
steréden
1909
Daveenn :
BROU
p. 423 (étoile)
Rak ma kavint ennañ ar pep retañ-holl da bep pobl evit he bleniañ war-du hec’h Amzer-da-zont, - evel ar Steredenn a vlenias gwechall ar rouanez-Vajed war-du ar Silvidigezh- : taolenn o Ganedigezh, ma kemerint diouti Emskiant o Broadelezh keltiek.
Rak ma kavint ennan ar pep reta-holl da bep pobl evit he blenia war-du hec’h Amzer-da-zont, - evel ar Steredenn a vlenias gwechall ar rouanez-Vajed war-du ar Silvidigez- : taolenn o Ganedigez, ma kemerint diouti Emskiant o Brôadelez keltiek.
1923
Daveenn :
SKET
p.6
Kreskiñ a reas eno, ha fonnañ ha paotañ ken e teuas ar wazed hag ar maouezed anezhi ker stank hag an deliennoù war wez ar c’hoad, ar yeotennoù er beurvan, an traezhennoù war an tevenn, al lommadoù er mor, ar steredennoù en neñv.
Kreski a reas eno, ha founna ha paota ken e teuas ar wazed hag ar maouezed anezi ker stank hag an deliennou war wez ar c’hoad, ar yeotennou er beurvan, an traezennou war an tevenn, al lommadou er mor, ar steredennou en nenv.
1923
Daveenn :
SKET
p.77-78
steredenn ar maesaer
steredenn ar mesaer
1931
Daveenn :
VALL
pg (étoile du) berger
Ar boutonoù a ranke lugerniñ evel steredennoù.
Ar boutonou a ranke lugerni evel steredennou.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.195
Teodor Botrel a oa o paouez tarzhañ en oabl Breizh, evel ur steredenn a gentañ ment.
Théodor Botrel a oa o paouez tarza en oabl Breiz, evel eur steredenn a genta ment.
1944
Daveenn :
EURW.1
p69
Er pevare solieradur emañ moarvat ar c'hambreier pemp steredenn rak kloz eo an holl dorioù hag ur sioulder klok a zo o ren.