Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.k.e. 1. Aozañ, stummañ udb. N'oa ket bet pell ar c'halvez o stipañ un ibil. HS. kalfichat. 2. Prientiñ (udb.) kempenn, brav. Ne'm eus ket stipet ma marc'hadourezh ! Kaset em eus anezhi evel-evel ! 3. (db. an dud) Gwiskañ (ub.) brav. Stipañ anezhañ evel ur roue a rejont. II. V. em. EN EM STIPAÑ : gwiskañ dilhad brav. Chom teir eur d'en em stipañ. [1954] [...] daoust ha ma vez bemdez-Doue un tog war o fenn, tapet o devoa an div vaeronez, hini Briel hag hini Blougouskant, an tu d’en em stipañ gant ur gatiolenn, un davañjer dantelezhet hag ur mouchouer ken kaer ha biskoazh, evitañ da vezañ du-peg.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

stipañ

1732
Daveenn : GReg pg attiffer (parer le tête des femmes)

stipet

1732
Daveenn : GReg pg attiffer

stipañ

1931
Daveenn : VALL pg attifer

N’eus ket pell koulskoude, deiz ar c’houzoumenn er vourc’h, daoust ha ma vez bemdez-Doue un tog war o fenn, tapet o devoa an div vaeronez, hini Briel hag hini Blougouskant, an tu d’en em stipañ gant ur gatiolenn, un davañjer dantelezhet hag ur mouchouer ken kaer ha biskoazh, evitañ da vezañ du-peg.

1954
Daveenn : VAZA p.34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial