I.
A.
1. [1499] Ruilhenn vetal zo a-istribilh a bep tu d'an dibr hag a dalvez d'ar marc'heger da harpañ e droad outi a-benn sevel war varc'h pe pa vez o varc'hegezh.
Lakaat e droad er stleug.
[1877] [U]n all a yoa a-ispilh ouc’h e varc’h, un troad dezhañ er stleug hag e benn o ruilhañ hag o lammet war an douar diwar an eil maen war egile.
&
Lêrenn-stleug : lêrenn a zalc'h ar stleug a-istribilh ouzh an dibr.
B. Dre heveleb.
1. GWECHALL.
[1499] Gweltroù evit an treid, an divesker.
Stleug al loer.
2. [1909] Lêrenn a vez staliet a-us penn gwele klañvourien zo, dezho da c'hallout mont en o c'hoazez en ur gregiñ enni.
3. Korf
Askomig eus ar skouam grenn, stok ouzh an annev.
II.
Dre ast.
1. Stleug-kere : lêrenn a ra ar c'here ganti evit delc'her war e varlenn ar pezh emañ o labourat warnan.
2. [1931] Barrenn harpañ an treid, dindan un daol, h.a.
3. Pazenn(où) a harper e droad warni evit sevel en ur c'harbed.
4. Trl. skeud.
Aet eo e droad er stleug : dimezet eo.
Paotr ar skleug gav dezhañ gwelet an holl arc'hant A voa bet, e pep oad, dastumet kant war gant. Distreiñ a ra d'ar gêr da guzhet buan ha don Eñ e gav e gregign zo krog en e galon. Bremañ grik ! Ar c'here zo aet e gan e-biou, Abaoe m'eo perc'henn da dad an holl boanioù.
Paotr ar skleuk gav d’ez-han gwelet ann holl arc’hant A voa bet, e peb oad, dastumet kant war gant. Distrei a ra d’ar gear da guzet buan ha doun Enn he gav he gregign zo krog enn he galoun. Brema grik ! Ar c’here zo eat he gan e-biou, Abaoe m’eo perc’hen da dad ann holl boaniou.
1867
Daveenn :
MGK
p28
Daou zen hag ul loan a chomas war an hent-bras ; un all a yoa a-ispilh ouc’h e varc’h, un troad dezhañ er stleug hag e benn o ruilhañ hag o lammet war an douar diwar an eil maen war egile.
Daou zen hag eul loan a jommaz var an hent braz ; eun all a ioa a-ispill ouc’h he varc’h, eun troad d’ezhan er stleuk hag he benn o ruilla hag lammet var an douar divar an eil mean var egile.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.278
stleug
stleuk
1909
Daveenn :
BROU
p. 423 (corde ou linge qu'on suspend au-dessus du lit d'un malade, afin que celui-ci, en s'y accrochant, puisse se soulever)
Distaget gantañ Bidoullig ; pounner e oa ar barner, bec’h dezhañ, en ur c’hwezhañ evel ul louz, en em sevel war an dibr : e dreid er skleugioù : — Hu ! hu ! Bidoullig.
Distaget gantan Bidoullig ; pounner e oa ar barner, bec’h d’ean, en eur c’houeza evel eul louz, en em zevel war an dipr : e dreid er skleugiou : — Hu ! hu ! Bidoullig.