ar vag a zo stok oud ar c'hae
stok
kogn stok
stok
Pa zeuis [er]-maez, ken bamet, ken fromet hag ur pirc’hirin o pellaat diouzh un iliz vrudet, ne oan ket, ha pa vije bet kinniget din holl vadoù ar bed, evit distreiñ va spered a-ziwar kement tra am boa bet an eurvad da barañ va selloù warno : skeudennoù an Impalaer hag e gerent, ar salioù bras pe vihan, ma krogas Napoleonig da zeskiñ enno komz ha kerzhout, pazennoù kignet an diri ma pignas ken alies ganto, ha dreist-holl ar gourvezvank stok ouzh ar voger m’en em ledas warnañ Laetitia Buonaparte ar Sulvezh ma rankas a-greiz an oferenn-bred redek a-dizh d’ar gêr da c’henel ur bugel ken burzhudus.
E-keit m’edo he fried o sellout gant lunedoù[-]hirwel ouzh ar splujerien, chomet e oa Aleksandra Féodorowna en he c’hoazez stok ouzh Fallières da zivizout gantañ en ur ober stamm pe dantelez.
Eoniñ ha babouziñ a rae bepred ar c’hozhiad, ken stok ouzh egile ma krede din e tognje e fri-perroked [fri peroked] ouzh talfas ar paourkaezh.
Ul lojeiz am boa kavet er ru Paol Feval, ul lec'h ha ne oa ket re drouzus daoust da vonedone an trenioù war an hent-houarn stok.
Stok ouzh ar savadur meur dismantret e weled ur seurt lab hir hag izeloc'h, tost difreuz, an doenn anezhañ.
En em garout a rejont, ha goude e chomjont astennet stok an eil ouzh egile war ar gwele.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
stok