Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. An eil stok ouzh egile. Parkoù stok-ha-stok. Renkit al levrioù stok-ha-stok war an astell. 2. Ar. Stok-ha-stok ouzh [1954] Hag adal m’en em gave stok-ha-stok ouzh an tagos Fallières, ho pije touet gwelout dirazoc’h Don Kic’hotez hag e vevel Sancho Pansa.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

stok-ha-stok

1931
Daveenn : VALL pg adjacent, attenant (l'un à l'autre)

Hag adal m’en em gave stok-ha-stok ouzh an tagos Fallières, ho pije touet gwelout dirazoc’h Don Kic’hotez hag e vevel Sancho Pansa.

1954
Daveenn : VAZA p.128

An hini gentañ, da lavarout an hini a-ziavaez, e veze graet diouti kêr an Dartared ; an eil, moarvat dre ma veze cheket ar vein anezhi gant raz, a voe hanvet ar Gêr Wenn, hag an deirvet, an hini a-ziabarzh, kalon ha kreiz kêr, ar voger anezhi o brikennoù a-liv gant ar gwad, a oa ar C’hremlin ma weled ennañ palez ar Tsared ha stok-ha-stok outañ an « Terem » (1), ar pennilizoù kaerañ hag ivez ur pezh pikol kloc’hdi, Ivan Veliki (Yann Vras) gant e gloc’h-boud arc’hant, ken anavezet dre ar vro a-bezh ha ma ’z eo Big Ben e Londrez.

1955
Daveenn : VBRU p.51-52

a-wechoù azezet war an douar stok-ha-stok an eil e-kichen egile a-hed meur a gant metrad

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p.4

Azezañ a ra war ar gador a-geñver din, he divesker stok-ha-stok, he daouarn a-groaz war he barlenn.

2015
Daveenn : EHPEA p.74

Ofis publik ar brezhoneg