Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwechad stokañ. 2. Argad. Ar stokad kentañ. [1878] [...] ni hon devezo bet ur stokad ouc’h [ouzh] Canclaux hag e soudarded ; me a gred e teuimp a-benn anezhañ. DHS. emgann, krogad, pegad, tourtad. & Trl. Reiñ ur stokad da ub. : skeiñ gantañ. 3. Pennad amzer fall-kenañ. Ur barr amzer a grede ervat en doa gwelet ar stokadoù diwezhañ anezhañ. 4. Pennad amzer ma uhela azonoù ar c'hleñved. Pareet e oa bet, met abaoe en doa bet, c'hoazh, meur a stokad. Gwall glañv e oa goude ur stokad berranal. 5. Mare diaes da dremen. E-kreiz he stokadoù, he feiz zo chomet bev-buhezek. DHS. delazh. HS. sklisennad.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

En ur gas tud da gostez Menez Are, em eus lavaret dezho evel-hen ; a-raok ma viot distro eus ar Menez d’an Arvor, ni hon devezo bet ur stokad ouc’h [ouzh] Canclaux hag e soudarded ; me a gred e teuimp a-benn anezhañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.106-107

stokad

1931
Daveenn : VALL pg abordage, attouchement

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial