Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

H.g. I. 1. Trouz dizingal, strakus ha boud evel dorioù o serriñ-digeriñ, h.a. Storlok ar mor. 2. Trouz graet gant traoù o stokañ an eil ouzh egile pa vezont staget laosk pe distag, pe trouz a glever pa hejer udb. a endalc'h udb. all. Storlok kastelodennoù. & Frouezh storlok : frouezh a glever an askorn oc'h ober trouz en o c'hlorenn. II. Dre ast. 1. Tabut, dael. Ne vo ket nep storlok. 2. Komzoù goullo, didalvez. Ne'c'h eus ket echu gant da storlok !? & Trl. PEMDEZ. [1931] Lez da storlok ! : tav ! HS. strak. 3. Trl. skeud. Klevet storlok : bezañ gourdrouzet. 4. (db. an dud) Emzalc'h lorc'hus. HS. fouge.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

storlok

1850
Daveenn : GON.II pg stolok

storlok

1850
Daveenn : GON.II pg stolok

storlok

1909
Daveenn : BROU p. 424 (bruit, tel qu'en font, par exemple, des sabots trop grands, des objets mal arrimés dans un panier, un liquide dans une bouteille, etc)

Lez da stolok !

1931
Daveenn : VALL pg (trève de) bavardage

storlok

1931
Daveenn : VALL pg babil

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial