Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Kas (ur vag) war-bouez ur stur. Ar moraer a sturie e lestr. 2. Dre skeud. Ren (ub. pe udb.), bezañ e penn (udb.). Bezañ sturiet gant un den hag a oar. Sturiañ ar vodadeg. [1877] Lavaret o deus din n’oa den o sturiañ anezho, pep hini a rae e benn e-unan. [1878] Ya, me eo bremañ ar vestrez ; er gwelet a c’hellit, rak ar re-mañ, an dud-mañ, a zo en-dro din, n’int nemet mevelien ha mitizhien, ha din-me eo d’o c’has ha d’o digas, d’o sturiañ hervez va faltazi. HS. leviañ. EVEZH. Distagañ a reer ar furm "stur" (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn: ['styrj].

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

sturiet

1732
Daveenn : GReg pg gouvernail (Tenir le gouvernail, p.), gouverner (Gouverner un vaisseau.)

sturiañ

1732
Daveenn : GReg pg gouvernail (Tenir le gouvernail.), gouverner (Gouverner un vaisseau.)

Hon sturiet mat en deus.

1850
Daveenn : GON.II pg sturia (il nous a bien gouvernés, bien commandés).

sturiet

1850
Daveenn : GON.II pg sturia (gouverner un navire, tenir le gouvernail. et, par extension, gouverner, commander. Part.)

Piv a sturio al lestr ?

1850
Daveenn : GON.II pg sturia (qui est-ce qui gouvernera le navire ? qui est-ce qui tiendra le gouvernail ?)

sturiañ

1850
Daveenn : GON.II pg lévia, pg réna ou réni et rén, pg sturia (gouverner un navire, tenir le gouvernail. et, par extension, gouverner, commander).

Canclaux ivez en doa kaset daou soudard da Lesneven da lavaret d’ar Prad, a sturie ar gêr-se, dont dioc’htu gant e holl soudarded da Gastell, rak eno e starde an traoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.284

Lavaret o deus din n’oa den o sturiañ anezho, pep hini a rae e benn e-unan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.312

— Unan bennak kouskoude a dle bezañ e penn an tiegezh ? — Ya, me eo bremañ ar vestrez ; er gwelet a c’hellit, rak ar re-mañ, an dud-mañ, a zo en-dro din, n’int nemet mevelien ha mitizhien, ha din-me eo d’o c’has ha d’o digas, d’o sturiañ hervez va faltazi.

1878
Daveenn : EKG.II p.275

Rak piv an diaoul a c'hallfe lâret e stur e dammig buhez tre-ha-tre gant ar mennozhioù a c'hall bezañ embannet gantañ?

2015
Daveenn : DISENT p45

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial