Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.k.e. 1. Sterniañ ejened dindan ur yev. 2. Dre skeud. Lakaat da sentiñ, da blegañ d'e youl, d'e veli. Sujañ ar vugale. Me ho sujo. [1924] [N]e vefer ket evit da sujañ ?… ne vefer ket evit dont a-benn eus ar c’hanfard-mañ ? HS. doujañ. & Sujañ ur vro, ur bobl da veli ub. : he lakaat da blegañ dre nerzh d'e veli. Hennezh a sujas Breizh da veli ar Franked. II. V.k.d. Sentiñ ouzh ub., plegañ d'e veli. Ret e oa d'ar vugale-se sujañ d'o zud. & Ent krenn Ne oa den evit e lakaat da sujañ. & Sujañ d'ul lezenn. HS. doujañ.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

suje

1659
Daveenn : LDJM.1 pg soumettre, subiuguer

sujañ da

1659
Daveenn : LDJM.1 pg obeir

lakaat tud rekulus, tud amjestr da sujañ

1732
Daveenn : GReg pg dompter (des personnes difficiles à gouverner)

Kontragn 'vezo da sujañ.

1732
Daveenn : GReg pg fléchir (Il sera contraint de fléchir.)

lakaat tud rekulus da sujañ

1732
Daveenn : GReg pg dompter (des personnes difficiles à gouverner)

lakaat da sujañ

1732
Daveenn : GReg pg assujettir (vaincre, soûmettre)

lakaet da sujañ

1732
Daveenn : GReg pg assujettir

suje

1732
Daveenn : GReg pg assujettir (s'assujettir, se captiver, se soûmettre), astreindre (s'astreindre à quelque chose), (se) captiver, domter (vaincre), fléchir (plier, dompter, soumettre)

sujet

1732
Daveenn : GReg pg assujettir, astreindre, domter (vaincre), fléchir (plier, dompter, soumettre)

ne fell ket dezho sujañ

1732
Daveenn : GReg pg assujetti (ils n'aiment point l'assujetissement, la sujettion)

ne garont ket sujañ

1732
Daveenn : GReg pg assujetti (ils n'aiment point l'assujetissement, la sujettion)

sujet

1732
Daveenn : GReg pg (se) captiver

Nemetos eo a sujas ar rannvro er c'hornog d’an Albis betek ar Visuria.

1923
Daveenn : SKET p.125

Ar mammoù en-dro dezhañ : — Mab gast ! Bastard fall a zo ac’hanout ! amprevan ! ne vefer ket evit da sujañ ?… ne vefer ket evit dont a-benn eus ar c’hanfard-mañ ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1124 (Miz Du 1924).

sujañ da

1931
Daveenn : VALL pg (s')astreindre

sujañ

1931
Daveenn : VALL pg asservir, assujettir, (s')assujettir

lakaat da sujañ

1931
Daveenn : VALL pg assujettir

Stourmet 'm eus outo start d'ampellañ c'hoazh an deiz, / An deiz enkrezus-mañ, ma dibab 'vo ret deoc'h / Etre sujañ d'an urzh pe, en abeg d'ar Feiz, / Nac'h touiñ dre ho le ha koll frankiz ha peoc'h.

1960
Daveenn : PETO p15

Ar skolaj avat a oa un dra emren, ha ne oa tu ebet da lakaat ar vugale da sujañ.

1985
Daveenn : DGBD p5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial