Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den zo dindan veli ur bennadurezh bnk. (ur roue, ur priñs, h.a.). A-ziwar-laez o zourioù-ged e spurmantent tiez-soul o sujidi. Me zo ur sujed feal da'm roue. Ar sujidi a zouj da youl o roue.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

D'an trede, goulenn kont digant hon ene eus a gement pec'hedoù [sic, pec'hed] he deus graet 'enep Doue en deiz-se dre soñjezonoù, komzoù, euvroù, hag omisionoù, ouzh en em aretiñ priñsipalamant war ar pec'hedoù pe da re omp mui sujed.

1677
Daveenn : GReg p55

An Impalaer Konstantin lesanvet ar bras, eo bet ar c'hentañ hervez Eusebius, pehini en deveus bet ordrenet da holl sujidi e impalaerded, donet da viret ar Sulioù hep dispañs ebet

1732
Daveenn : GReg pg dimanche (Constantin le Grand fut le premier qui, selon Eusèbe, ordonna par une loi expresse, de celebrer reguliérement le Dimanche par tout l'Empire Romain)

sujed d'an heskidi

1732
Daveenn : GReg pg froncle (Qui est sujet à avoir des froncles.)

E sujidi nemeto a oa ar mul Alejandro ha daou gi-bleiz o mouezhioù braouac'hus. N'o doa da amezeien nemet ar brini, tev e-giz yer, ha guped an oabl, hag ivez poblad safronus gwenan an dousenn koloennoù bennak, a lakae buhez er c'hloastr, e lec'h ar venec'h aet davet Doue.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial